Ur bugel a zo ganet


Da Olivier Falher

 


— Bennozh an Nenv warnout 

Olivier ! Olier ? Olierig ?
Un nerzh nevez 'zo deut d'az heul 

E sev gwanaet ar wezenn gozh.

— Ra vo bolontez an Aotrou

A vleunio da anv gwelevus ha glan. 

Ludu an Tadoů-kozh e don o bez 

O deus tridet gant al Levenez 

P'eo bet laket dit da anv-badez 

O anv familh aet da get 

Dre wall ar brezel kriz-se 

'Oa koustet o buhez yaouank 

Da zaou c'hant hanter-kant mil 

Soudard Breizhad... Peoc'h d'o Ene.

— Olier ! Gant gras Doue 

Ra vi ur Bugel a Sklęrijenn 

Ur Bugel a Beoc'h. Un Den 

Barrek d'ober Enor d'an Denelezh

1an a viz Here 1979