en dro d'al listenn ar gantikoù | retour à la liste des cantiques |
2. En oferenn, e gwirione(z), Korf ha gwad Jezuz, Mab Doue, E-lec'h ar bara hag ar gwin, Aman dirazoun a welin. *** Kinnig ivez an Oan-Doue 'Vit adori 'vel m'eo dleet An tri Ferson eus an Drinded. *** 4. Da drugarekaat an Aotrou 'Vit kement a vadelezou, Warnoun ha war an holl skuilhet, Abaoe m'en deus krouet ar bed. *** 5. 'Vit goulenn pardon digantan Eus ar pez a zisplij d'ezan Ennoun hag en holl bec'herien : Ar pec'hejou, ar yenijenn. *** 6. 'Vit ma hado bemdez ennomp Grasou da grenvaat ae'hanomp Enep bon c'horf, an droukspered, Hag enep ar bed milliget. *** 7. Kinnig 'ran c'hoaz ar Sakrifis. 'Vit hon Mamm santel an Iliz, Ma trec'ho dre-holl er brezel Graet a bep tu d'an Aviel. *** 8. Bremasouden, ô ma Salver, E tiskennot war an Aoter; Kargit a feiz krenv ma ene, Ha ma c'halon a garante(z). *** 9. Ho pet sonj, c'houi Gwerc'hez Vari, Hoc'h eus e c'hanet 'vidomp-ni, Taolit 'ta warnan ha warno(u)n Eur sell a vamm, sell ar galon. *** |