retour à la page d'accueil |
pages 447-448-449
Pages 447-448-449
*******
Triouec'hvet devez a Vezeven
Sant Nikandr ha sant Marsian
Merzerien (300)
---------------
En amzer-ze, e vije stlapet eus an arme ar zoudarded kristen. Bezan e oa
daou, Nikandr ha Marsian, hag
a gavas gwell koll o renk en arme roue an douar evit en arme roue an
nenv. Dimezet oant o-daou, ha ne oa ket gwall bell c'hoaz, zoken, aboue
m'oant bet badezet. Ar gouarner Maxim a reas o digas dirak e lez-varn hag a glaskas ober
d'eze kinnig ezans d'an doueou.
Daria, gwreg Nikandr, a oa war al lec'h.
- O ma fried, emezi, diwall da nac'h an Otrou Jezuz-Krist; na ret ket, en han' Doue, ar pez a c'hourc'hemenner d'ac'h.
- Penn fall ma 'z oc'h, eme Vaxim, perak ho peus c'hoant da welet ho kwaz o vervel ?
- Evit ma vevo gant Doue da virviken ! emezi.
- Skuiz oc'h gantan 'ta ? eme ar gouarner.
Ar gomz dismegansus-ze a reas d'ar gwad birvi en kalon Daria.
- P'eo gwir e kemeret ac'hanon evit ar pez n'on ket, grêt eta d'in mervel da gentan evit Jezuz-Krist, ma ho peus ive urz da gondaoni ar merc'hed d'ar maro !
Ar brezel ne oa diskleriet c'hoaz nemet eneb ar zoudarded kristen.
- N'hon deus urz ebet hag a zellfe ouz ar merc'hed, eme Vaxim, rak-se 'ta, n'az pezo ket da c'houlenn; koulskoude, ec'h i d'ar prizon.
Pa oe êt, Maxim a glaskas c'hoaz dont a benn eus Nikandr. Heman a respontas e oa kristen. Neuze, ar gouarner a droas ouz Marsian :
- Ha te, Marsian ?
Marsian a respontas :
Ar pez a lavar ma c'hamarad, m'hel lavar ive.
- Neuze, eme Vaxim, ec'h efet d'ar prizon, ha hepdale, nemet chench a rafec'h, ho pezo tôl ar maro.
Eur rniz goude, e oent digaset adarre da gaout ar gouarner.
- Nikandr ha Marsian, eme Vaxim, amzer ho peus bet d'ober ho sonj; sentet eta ouz urziou an impalaered.
Ar verzerien ne blegjont ket hag ar gouarner a roas neuze urz d'o dibennan.
- Ar peuc'h ra vezo ganac'h, gouarner ar bed-man ! a lavaras asamblez an daou gondaonet.
Laouen oant o vale d'ar maro, ha trugarekât a rênt an Otrou Doue da vezan roët d'eze ar c'hras da skuilh o gwad evit Jezuz-Krist.
Gwreg Nikandr, neve tennet eus he frizon, a heuilhe he gwaz gant he bugel bihan.
En kichen Marsian, gant e gerent, e oa ive e wreg; houman a oa paganez hag a hirvoude, hag a roge he dilhad en eur vont gant he hent :
- Kemer true ouzin, a lavare d'he fried; sell ouz da grouadur bihan, ha n'ez ket d'ober dismeganz warnomp evelse !
- Betek pegeit, eme Varsian, e chomo Satan da zallan da spered ha da galon ! Pella diouzimp ha lôsk ac'hanomp da vale d'ar verzerenti !
Hag e lavaras da Zotikus, eur mignon d'ezan, a valee en e gichen, ober d'e bried mont endro.
Pa oe en em gavet war dachen ar verzerenti, Marsian a zellas endro d'ezan, hag o welet Zotikus, e reas sin d'ezan d'ober d'e bried tostât.
Briata a reas anezi hag e lavaras :
- Pella breman diouzin, emezan, en han' Doue, rak n'eo ket dereat e welfes ac'hanon o lidan ma merzerenti epad m'eman c'hoaz da ene dindan galloud an drouk-spered.
Briata a reas ive e grouadur hag, o sevel e zaoulagad etrezek an nenv, e lavaras :
- Otrou Doue holl-c'halloudek, kemeret anezan dindan ho skoazel.
Marsian ha Nikandr a roas pok ar peuc'h an eil d'egile; pa oant o 'n ern zispartian evit daoulinan dirak ar bourreo, Marsian a welas Daria, gwreg Nikandr, a glaske, eur wech c'hoaz, gwelet he gwaz; kinnig a reas an dorn d'ezi d'he c'has da gaout an hini a glaske.
- O ma fried, emezi, bezet kalonek ha dalc'het start; dek vla am eus tremenet em bro, dispartiet diouzoc'h, o c'hedal kaout digant Doue ar blijadur d'ho kwelet o tizrei. Hen bet am eus, ha breman ho meulan dre ma ret ar pez a ret ; eun enor a vezo evidon bezan pried eur merzer.
Ar bourreo a dostaas; mouchan reas pennou ar verzerien, ha rei a reas d'eze tol ar maro. Kement-man a c'hoarvezas er zav-heol, war-dro ar bla 300 goude donedigez Hon Zalver.
*******************
S A NT HERBOT
VIIIet Kantved
Hirie ec'h enorer c'hoaz en hon bro sant Herbot, a oa mab da dudchentil pinvidik eus
Breiz-Veur, hag a deuas abred en Arvor. Dibab a reas e chomaj en kreiz ar
c'hoajou, 'vit gallout ober gwelloc'h a ze anaoudegez gant Doue, o vezan pell diouz an
dud. Al loened goue a douje d'ezan, hag ar baganed kelennet gantan a digemere ar
vadeziant. War douar parouz Berrien e vevas pell amzer hag mo e
varvas. E ve hag e chapel a zo en Plonevez-ar-Faou.
Sant Herbot a zo unan eus ar re muian brudet e-touez ar zent breton. Dre-holl an eus chapeliou ha skeudennou. Plouaret, Kavan, Ploulec'h, Plouneve-Kintiu o deus beb a chapel gwestlet d'ezan.
*******************
KENTEL
Ar zoudarded kristen
Pôtred yaouank, hag a zo kurunen gaer hoc'h ugent vla o vleunian war ho
tâl, hag a
yelo hepdale da zerviji ar vro, ar gentel-man a zo evidoc'h.
Betek hen, epad ma oac'h er gêr, evit ober mal n'ho peus bet ken d'ober nemet heuilh ar re-all; er c'hazern ne c'hoarvezo ket evelse; red e vezo d'ec'h alïes, evit heuilh hent ar furnez, ober dishenvel diouz ar re-all; arabad d'ec'h kaout aon d'hen ober.
Gret ar pez a welfet a vezo mat; tec'het diouz ar pez a welfet a vezo drouk, ha lôsket goude-ze an teodou da vale; unan bennak.a glasko gant e waperez mi ret ouzoc'h d'ober ho tever; mar hen gret, daoust da bep tra, an holl a lavaro en goueled o c'halon : « Mat ! ar re-ze a zo tud ! »
Ha red eo e c'hellfed lavaret kement-se ac'hanoc'h, rak ne ver mui bugale da ugent vla. En em gavet oc'h da zont en oad eu eun amzer a reuz hag a zispac'h. Gwell aze; digare ho pezo da stourm, ha seul-vui e vezo klasket diframman diganec'h fe koz ho tadou, ha seul-vui e talc'hfet d'ezi start, hag e heuilhfet anezi pen-da-ben.
Karet ive ho pro, muioc'h evit an dud-all, p'eo gwir oc'h soudarded; muioc'h evit ar zoudarded-all, p'eo gwir oc'h kristenien. Gant ma sellfet, beb an amzer, ouz ar bed-all, e refet mat ho tever er bed-man.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |