retour à la page d'accueil |
pages 689, 690, 691
pages 689, 690, 691
*******
C'houec'hvet devez a viz Here
SANT BRUNO
Diazezour Manati ar Chartreuz (1035 1101)
******
Bruno a oa ganet en Kologn, war-dro ar bla 1085. Goude bezan grêt e studi en Reims, gant kalz a
enor, e oe hanvet chaloni en iliz-veur ar gêr-ze, ha
kelenner en skol an ôtrou 'n eskob Gervais. Bezan e oe, evel a lavar eur skrivanier koz, sklerijen an ilizou, doktor an
doktored, gloar an Alamagn hag ar Frans, gened e amzer ha skouer an dud
vat.
Da varo e vadoberour, e oe anwazet bras o welet Manassès I o pignal dre laer war gador-eskob Reims, hag en em dennas gant c'houec'h eus e vignoned en eul lec'h goue ha distro, en kreiz meneziou ar Chartreuz, diou leo diouz Grenobl. Eno e tiazezas Urz ar Chartreuzed, gant ôtre sant Hug, eskob Grenobl. Ar Chartreuzed ne zebront ket a gig; pesked o deve d'ar goueliou; yun a reont diwar bara ha dour epad hanter-kant devez arôk Pask; o bar a zo baraheiz. Eun devez er zun hepken, d'ar zadorn, e c'hallont komz an eil ouz egile; bep noz e tremenont peder heur amzer en iliz, adalek dek heur betek div heur goude hanter-noz, o kanan meuleudiou an Otrou Doue; epad ar peder heur-ze, e vezont en o zav, pe war o daoulin, pe stouet. Ne brezegont ket ha ne govesaont ket; pep-hini a vev en e beniti disparti diouz ar penitiou-all. N'eus Urz menec'h ebet ken troet-all war dreo an nenv; unan eus ar re rustan eo hag, ar pez 'zo gwelloc'h, miret en deus, betek hen, e vrud hag e zante-lez. An Iliz a ôtre mont eus an Urziou-all en Urz ar Chartreuzed, mes difenn a ra mont eus Urz ar Chartreuzed en eun all.
Bruno ne varvas ket en Chartreuz Grenobl. Pedet oa bet da vont da Rom gant Urban II, a oa bet gantan er skol en Reims. Goude bezan tremenet eur bla en kêr ar pab, 'vel ma n'houlle ket kemer ar gador-eskob kinniget d'ezan en Reggio, ec'h eas da ziazezan eur manati, war skouer hini Grenobl, en Della-Torre er C'halabr; eno e varvas, ar 6 a viz here 1101.
-------------------
KENTEL
Ar Varn gentan
An ene, dal mac'h ey diwar an douar-man, a vezo galvet, dizoloet e vad hag e fall, ha barnet gant an Otrou Doue.
I. — An ene a vezo galvet.
War an douar-man, an ene ne wel Doue nemet en mellezour an treo krouet; n'hen gwel ket evel m'eman, hag abalamour da ze, ne ra ket a-wechou kement a van anezan hag a dlefe; mes pa vezo dispartiet diouz' ar c'horf ha sklerijennet gant sklerijen ar bed-all, neuze e welo skier n'eo holl dudiou ar bed-man nemet ar skeud eus gened an Otrou Doue; n'eo holl vadelezou ar bed-man nemet eun; elfen eus madelez an Otrou Doue; n'eo holl gwirioneziou ar bed-man nemet ar skleur eus gwirione an Otrou Doue.
Gwelet a raio gened Doue hag e fallagriez e-unan hag e kreno evel Adam goude e bec'hed, pa glevas an Otrou ouz e c'hervel diwar dreujou baradoz an douar.
II. — An ene a vezo dizoloet e vad hag e fall.
Ene an den a zo divent, kouls lavaret, ha pa gav d'imp gwelet ene hon nesan, ne welomp, en gwirione, nemet ar veven anezan. Mes lagad Doue en deus muioc'h a c'halloud eget lagad an den; gwelet a ra pelloc'h, gwelet a ra gwelloc'h; en ene galvet dirakan e welo an oberou mat, e welo an oberou fall, e welo pep tra. An oberou-ze grêt pell diouz lagad an nesan. en kreiz tenvalijen an noz, ha kuzet ouz an holl, zoken ouz ar beleg. Doue o dizoloo. Doue o gwelo.
III. — An ene a vezo barnet.
Doue a bouezo pep tra; sellet a raio ouz ar yec'hed, ouz an danve hag ouz ar spered en devoa roët d'imp, hag e welo an impli hon deus grêt gante.
Doue a bouezo pep tra ha Doue a varno.
Dibôt e vo neuze an eneou a vezo kavet glan awalc'h da bignal en palez an Dreinded; niverusoc'h e vezo ar re o devo c'hoant d'en em deurel etre divrec'h an Otrou, hag e vezo lavaret d'eze : « Noli me tangere : Na stoket ket ouzin ! Saë wenn ho padeziant n'eo ket glan awalc'h; ezom ho peus da dremen dre dan ar purgator. Niverus ive ar re a glevo ar gomz-man : « Hoc'h oberou mat n'int ket ken ponner hag hoc'h oberou fall; et pell diouzin, eneou milliget. »
******
An aon rak barnedigez an Otrou Doue a reas da zant Bruno ha da eleiz a zent-all mont d'ober pinijen pell diouz trouz ar bed.
Sant Thomas, kaeran spered den a vevas en Iliz, oe goulennet outan, pa oa war e dremeuvan, pehini oa souezusan tra en devoa gwelet war an douar, hag e lavare :
«
Souezusan tra am eus gwelet em bue eo e c'hallfe an den en stad a bec'hed en em rei da
gousket, heb aon da zihuni er stum-ze dirak lez-varn an Otrou Doue. »
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |