retour à la page d'accueil |
pages 705, 706, 707
Pages 705, 706, 707
*******
Daouzekvet devez a viz Here
SANT WILFRID
Eskob York (634-709)
*******
Wilfrid oa eur Zôz, hag a oa ganet en rouantelez Northumberland, war-dro ar bla 634. Da bevarzekvla, eoe kaset da vanati Lindisvarn. Ac'hane, war digare kreski e ouiziegez, ec'h eas d'ober eur bale da Vro-C'hall, hag en dizro, e chomas eur pennad en Kantorbery.
Da dregont vla, war c'houlenn Alfrid, mab ar roue Oswi, e oe hanvet arc'heskob en York. Sakret e oe en Kompiegn; goude ar sakr, an eskibien hen dougas war eur gador aour, herve giz ar C'hallaoued.
Epad ar pemp bla ha daou-ugent a vevas goude, en devoe eur vue trubuilhet, mar zo bet unan. Diskaret diwar e gador-eskob, laket warnezi adarre, hanvet da vont da eskoptiou-all, harluet eus bro e gavel, tôlet en eur manati, bezan e oe unan eus an dud ha n'o deus ket kavet eun eurvez plijadur e-touez an enoriou.
E drubuilhou hag e vrezeliou a zervijas da startât al liammou etre Iliz e vro hag Iliz Rom. Arôk m'oa beleget, oa bet en kêr-benn ar gristenien; ar c'hentan a oe da vont eus e vro da bardonan war beziou an Ebestel. Ober a reas neuze anaoudegez gant sekretour ar pab sant Martin, an avieler bras Bonifas; heman a deuas da garet anezan evel e vab. Kemer a reas plijadur ouz e gelenn, o tisplegan d'ezan ar pevar Aviel, o tiskouez d'ezan an doare d'en em gerner evit kaout de gouel Fask, ha fazi ar Vretoned war ar poënt-se; lakat a reas anezan, erfin, da welet ar pab, ha da gaout digantan e wellan bennoz.
Er bla 664, eun nebeut miziou hepken arôk ma oe sakret eskob, kristenien vrasan Breiz-Veur a 'n em vodas en Whistby, galvet gant ar roue Oswi, evit en em glevet war an de da lidan gouel Fask. Wilfrid a enebas ouz Kolman, eskob-abad Lindisvarn, hag en eur brezegen eus ar re gaeran, e lavaras e oa red da gristenien Breiz-Veur heuilh giz Rom hag ober o Fask d'ar memes devez gant an holl gristenien-all eus ar bed, elec'h bezan oc'h ober o fenn o-unan, heb an disteran digare vat : « En Rom, e lavaras Wilfrid, en eur ziskenn eus ar gador, eman penn an Iliz, rak Jezuz-Krist en deus lavaret da zant Per : « Te eo Per — da lavaret eo men, — ha war ar men-ze, me ' ziazezo an Iliz. »
Oswi a lavaras raktal : « Hag anzav a ret-hu holl, kouls en eil tu'vel egile, eo bet lavaret ar c'homzou-ze gant Hon Zalver Jezuz-Krist da Ber, hag eo bet roët d'ezan, dre ze, alc'houeziou rouantelez an nenv ?»
- Ya, a respontjont, hen anzav a reomp.
- Mat ! eme ar roue, me lavar, me, ne fell ket d'in mont eneb d'an hini eman gantan alc'houe ar baradoz; ha senti rin ouz e urziou, gant aon na rofe ket a zigemer d'in divezatoc'h.
Komzou Wilfrid ha re Oswi a c'honezas an holl, ha Bretoned ha Sôzon a dorras o giz fall evit senti ouz ar pab.
Wilfrid a oe ar gouiziekan eus holl eskibien Breiz-Veur, war lezennou an Iliz. A-benn diou wech, pa oe stlapet diwar e gador eskob, ec'h eas da Rom d'ober e glemmou, hag en doare-ze e kustumas e genvroïz da drei o zellou warzu eskob an eskibien ha barner an holl gristenien. Er seizvet hag en eizvet kantved e vefont gwelet stank o heuilh e roudou, o rouane er penn arôk, hag o vont da bedi war beziou an Ebestel. Leo a zesko da rouane ha da gristenien Bro-C'hall an hent hag ar c'hiz da vont da bardonan da Rom.
Wilfrid a c'halvas Eddi Stephani, eur c'haner bras eus rouantelez Kent, da zont da zeski kan-iliz sant Gregor en e eskopti. Sevel a reas eleiz a vanatiou eus a Urz sant Beneat, hag en Undalum, en unan aneze, e varvas d'ar 24 a viz ebrel 709, o ren e bempzekvet bla ha tri-ugent. Arôk mervel, e roas e holl beadra d'an ilizou, d'ar manatiou ha d'ar vignoned o devoa e heuilhet en harlu.
Sebeliet e oe en iliz Sant-Per, en Rippon, ha pa oe dismantret an iliz-ze, e relegou a oe digaset da iliz-veur Kantorbery.
--------------
Kentel
Arabad eo e c'hallfe an Iliz fazian eur wech hepken
Ar pez a lavar eun tad hag eur vamm a zo gwir evit ar vugale; ar pez a lavar eur skolaer a zo gwir evit ar bôtred a ve gantan er skol; ar pez a lavar eur barner a zo gwir evit ar re a deu d'e lezvarn; ar pez a lavar eur gouarnor a zo gwir evit ar re zo dindanan
Evelse eman au treo, ha mat eo e vefent evelse; ma ne vefent ket evelse, penôs e chomfe ar familhou, ar skoliou, al lez-varniou hag ar gouarnamanchou en o zav ?
An tad, ar skolaer, ar barner hag ar gouarner n'en em dromplont ket peurliesan; pa zigouez gante hen ober, o faziou a c'hall bezan reparet.
An Iliz a renk bezan difazi, n'eo ket peurliesan, mes bepred, rak an den en deus ezom da c'houzout petra en deus da gredi ha d'ober evit bezan salvet; ezom en deus da c'houzout an dra-ze buhan rak n'en deus ket diou vue da vevan : unan da zeski ar vad, hag eun all d'hen ober.
An Iliz a zo war an douar evit lavaret d'an den penôs en em gemer evit en em gaout en rouantelez an nenv; lakomp e c'hallfe fazian eur wech; kalz re e vije an dra-ze, na pa ne lakfe, dre he fazi, nemet eun den hepken da gemer hent an ifern, rak eur wech kouezet eno, ne deuer ken er-mez; kollet e ve an alc'houe.
War ar pez a zo red da gredi pe d'ober evit bezan salvet, an Iliz eta a renk bezan difazi, n'eo ket peurliesan hepken, mes bepred ha bemde.
Troomp alïes bon zellou warzu Kador sant Per, hag ec'h omp sur da vale, hep fazian, war hent striz ar vue.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |