retour à la page d'accueil

pages 719, 720, 721

pages 719, 720, 721

*******


Triouec'hvet devez a viz Here

SANT LUKAS

Avieler

*****


An avieler sant Lukas a zo bet meulet gant an abostol bras sant Pôl, pe, evit lavaret gwell, a zo bet meulet gant ar Spered-Santel e-unan, a gomze dre c'henou an abostol. Eur seurt enor a zo dreist kement a oufemp da lavaret. Ha koulskoude, ganimp-ni e chom e « Aviel » ha levr « Oberou an Ebestel », daou levr hag a zo eun testeni splann eus e zantelez hag eus e vertuziou dispar, p'eo gwir an eil hag egile a zo eul loden eus ar Skritur-Zakr.

Sant Lukas a oa ganet en Antioch, kêr-benn ar Syri, brudet dre he c'hommerz, he finvidigez hag he skoliou bras. Lukas a heuilhas ar skoliou-ze en e yaouankiz, hag a deuas da vezan gouiziek war skianchou an amzer-ze ha war ar vedesinerez, dreist-oll. Sant Jerom a lavar e oa eur mestr war e vicher; ha sant Pôl, pa skrive da dud fidel Kolos : « Lukas, medisin, hon breur muian-karet, a rent d'ec'h ar zalud, » a ziskouez e talc'has an avieler san-tel e labour war-dro an dud klanv, goude m'oa kristenet. Lavaret a rêr ive e oa eur mestr-liver. En Rom, en eun toul kuz dindan an douar, en kichen iliz Santez-Mari in via lata, zo bet kavet eun dôlen eus ar Werc'hez, war ni skrivet e oa unan eus ar seiz livet gant sant Lukas.

Lukas oa ganet pagan, mes abred ec'h anavezas relijion Jezuz-Krist, ha kerkent e heuilhas anezi gant prez. Ober a reas oberou ar fe, ha war genteliou Hon Zalver e reizas e vue. Dija e oa eur skouer eus an holl vertuziou, pa gemeras sant Pôl anezan evit bezan e genlabourer hag e gompagnon.

Ar veaj kentan a rejont asamblez oa eus Troad betek Philip, er Masedoan, war-dro arbla 51. Diwar ar mare-ze, an daou sant bras-man n'en em zispartijont ket nemeur. Sant Lukas n'en doa ken c'hoant nemet rannan gant an abostol e labouriou hag e boaniou. Asambles e rejont tro ar c'hêriou bras eus ar Grès, hag eun eost puilh a gristenien a ziwanas war o lerc'h. Gant sant Pôl e oa pa oe heman prizoniet en Sezare; ha pa oe kaset ac'hane da Rom, Lukas hen heuilhas hag à chomas gantan (1). Eun nebeut blaveziou goude, pa oe, evit an eil gwech, prizoniet en Rom, sant Pôl, en e lizer da Dimothe, (2) a lavar «n'eus den gantan nemet Lukas ». An avieler eta a oa ar mignon fidel-ze n'hall bezan dispartiet diouz e vignon nemet gant ar maro.

Lukas a skrivas e Aviel en Akaï, en gregach, yez ar vro-ze, war-dro ar bla 58. Ar pez a glaske, dreist pep tra, oa ober anaout bepred gwelloc'h bon Zalver Jezuz-Krist : e c'hinivelez burzudus, e gomzou, e oberou, e viraklou, e Basion hag e varo. Prezegennou an Ebestel a oa holl diazezet war an treo-ze; mes eur brezegen a ve buhan ankouaet; evit ober labour padus, red oa eta lezel dre skrid, gant ar gristenien neve, eul levr hag a vije kavet ennan, 'n eun doare berr, skler ha gwirion, skoueriou ha kenteliou an Otrou. Aviel sant Vaze ha hini sant Mark a oa savet dija; mes da gredi eo ne oant ket anavezet awalc'h er broiou ma prezege enne sant Pôl ha sant Lukas. (D'ar mare-ze, ne oa nemet skridou-dorn, hag ar skridou-ze ne oant ket stank). Lukas eta, desket mat gant e vestr sant Pôl, gant sant Per ha sant Barnabas, an evoa anavezet en Antioch, gant sant Jakez, kenderv hon Zalver, au evoa gwelet en Jeruzalem. ha gant meur a hini-all o devoa gwelet oberou an Otrou; kelennet ouspen gant ar Spered-Santel a ziwalle e bluen eus an disteran fazi, a gontas bue Jezuz adalek ar penn kentan.

Aviel sant Lukas a zo, muioc'h eget an tri-all, Aviel trugare Jezuz en kenver ar bec'herien : ennan eo eman istor konversion Mari-Madalen ha parabolen ar Mab Prodig. - Aviel sant Lukas eo Aviel ar c'hantikou : ennan e kavomp ar Gloria in excelsis, ar Benedictus, ar Magnificat, an Nunc dimittis. — En Aviel sant Lukas e welomp ive, alïesoc'h eget er re-all, al lod o deus bet ar gwrage santel en dasprenadurez ar bed. Hen eo a gomzo ar muian eus ar Werc'hez Vari, eus santez Elisabeth, eus ar brofetez Anna, eus intanvez Naïm, eus Mari-Madalen, eus c'hoarezed Lazar, eus merc'hed Jeruzalem a heuilhas an Otrou war hent ar C'halvar.

Tri bla goude, er blavez 60 pe war-dro, e skrivas levr « Oberou an Ebestel », a zo ive unan eus levriou sakr an Iliz.

Petra deuas da vezan an avieler kalonek, goude merzerenti e vestr sant Pôl ? — Aman n'hon deus mui a desteniou sur. Gouzout a reomp hepken e talc'has da brezek Aviel Jezuz en kalz broiou ; mes bepred e tizroe d'ar Grès ha, dreist-oll, d'an Akaï. Eno ive, war fin ar c'hantved kentan, e varvas merzer. Er bla 357, war urz an impalaer Konstans, e relegou a oe douget eus Patras, en Akaï, da Gonstantinopl, ha laket en iliz an Ebestel gant re sant Andre ha sant Timothe.

-------------------------------

KENTEL

Kenteliou Sant Lukas


Grêt d'ar re-all ar pez a garfec'h a ve grêt d'ec'h hoc'h-unan.

Ma n'ho peus karante nemet evit ar re a gar ac'hanoc'h, peseurt mirit ho peus ? Ar bec'herien a ra kement-se.

Ma ne ret vad nemet d'ar re a ra vad d'ec'h, pelec'h eman ho mirit ? Ar bec'herien hen gra ive.

Ma ne roet en prest nemet d'ar re a c'hallo ho tigoll, peseurt mirit ho peus ? Ar bec'herien a ro ive en prest, gant ma vezo rentet d'eze kement ha m'o deus roët.

C'houi, karet hoc'h enebourien, grêt vad ha roët en prest d'ar re n'oc'h en gortoz a netra digante, hag ho tigoll a vezo bras, hag e vefet gwir vugale an Holl-C'halloudek, azo mat en kenver an dud dianaoudek hag an dud fall.

Bezel eta trugarezus evel ho Tad a zo trugarezus.

Na varnet ket ha ne vefet ket barnet  na gondaonet ket ha ne vefet ket kondaonet; pardonet hag e vezo pardonet d'ec'h.

Roët hag e vezo roët d'ec'h ; eur muzul mat, ha stardet, ha gwasket, ha leun-chouk a vezo skuilhet en ho kerc'hen. Ar muzul ho pezo kemeret gant ar re-all a vezo ive kemeret ganec'h.

AVIEL SANT LUKAS. VI, 31. 38.

--------------------
(1) Oberou an Ebestel XXVII, XXVIII. 16.

(2) II. Tim. IV, 2.

******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica