![]() |
en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel | ![]() |
pajenn 10
(< p. 9) ...
... meurbet, tud a bep oad, tud koz ha tud yaouank, tud gour ha bugale, henvel ouz soudarded deut ganto al lore, o kana ken na sone, eun darn,
0 Breiz, ma Bro! me gar ma Bro!
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro,
Ra vezo digabestr ma Bro.
TALDIR.
eun darn all,
Sav, Breiz-lzel, d'an nec'h da vannielou,
Ruziet gant gwad hor c'hendadou.......
TALDIR.
Hag em sav, krenn, e saven d'o gwelout o tremen. Tud a bep bro, tud a bep bann, hag int holl bugale KELTIA; hag o tihun war-an-taol, e kanis 'vel diskan eur ganaouenn a joa :
Sav eus da vez, ma C'heltia!
Hag e kanin : « Alleuia ».
Ha c'houi, neuze, ma c'hendadou,
Deut d'am c'herc'hat a vagadou.
En deiz ma teuot d'am gervel,
Na peger brao 'vo d'in mervel.
A-denn-askell, kuit a lenvou,
E nijin 'trezeg an Nenvou.
P. J.
Eur weledigez ker kaer a gasas ma c'hoant-kousket da vale berr-ha-berr. Hag e kemeris ma levr, Ar an Deulin, graet gant P. KALLOC'H (Bleiz-Mor) ; eur c'haer a levr, eur gwir denzor a dlefe pep Breizad e brena, ya, gant stad, ha mont war e zaoulin d'e lenn betek ar fin. Ma kouezas ma daoulagad war eur gaer a varzoniez savet gantan :
(> p. 11)
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |