en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 11

 

(< p. 10)    ...    

    Men Gouen (Ma Gouenn). Ne gavot ket kaeroc'h ; eun testeni da Vreiz, ez oa he c'harantez birvidik en e greiz :

O, Arvor ha Galia, Iwerzon ha Britia,
A holl-viskoas e oac'h tonket gant ar C'hrouer
Da vont broiou santel kadourien krenv Keltia.

...........................................................................


    Hep mar ar re a oa o kerzout er blenenn, a oa tud ar broiou-se, hag int tud eus hor gouenn, tud n'anavezen ken nemet dre ar Gorsed, ha dre lenn Envorennou Beaj Ab-Herve. Eun anaoudegez d'ezi nebeut a dalvoudegez. Hag e chomis da brederia ha da envori.

    Hag ez afe breman an amzer da c'hlebori?.... Er pellder, hed-ha-hed an dremwel, war an hent-se ma seblant an nenv dont da rei d'an douar eur pok karantezus, d'e frealzi, 'n e c'hlac'har, eur vorenn a sav, war dioueskell an avel-vor, ma lavare hon tud koz, e vez ganti tommder e gor. Dont a ra d'ar c'haloup ruz. Daoust hag e teufe an amzer da veza druz ? Evel eur grenedienn a lak da griza ma c'hroc'hen. Distanet eo tommder an deiz, ha bremaïk, an abardaez, da c'hortoz an noz da astenn he mantell war ar bed, klenk ha kloz. Deuomp neuze d'ar gêr e-keit ma 'z eo skler, rak kent pell, pa denvalaio, ne ouezo den pelec'h c'h aio. Ha me d'ar gêr, o sacha war ma ivinou gant herr. Ma c'hoan debret evel diwar ar flip, eun nebeut amzer goude em gwele 'oan gourvezet, ne lavaran ket evit kousket. Ar weledigez, en-dro d'am spered, a rae kement a dourni, a sabad ma ne oan ket, nann, evit serri eul lagad... KELTIA !! Eus Ar C'hreisteiz d'an Hanter-Noz, eus ar Sav-Heol da Guz-Heol, tud a bep stad hag a bep oad o kerzout dre greiz eur gompezenn...., en eur gana, warlerc'h ar banniel erminiget...., eun emsav hep mar. Skosiz, Iwerzoniz, Arvoriz, Kerne-Veuriz deut d'en em voda en-dro d'o breu-

(> p. 12)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica