en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 12

 

(< p. 11)    ...    

    ... deur Kembreiz. Na pebez kompezennad tud ! kals mui anezo eget ma 'zeus a stered en-dro d'al loar hag a blu war gorf ar yar. Hag e teu da zasson war ma muzellou :

Breudeur, ni glev ho kanou (chants),

Eus an tu-man d'ar mor ;

D'ho mouez ha d'hoc'h ezommou

Hor c'halon zo digor......

Mar bez bolontez Doue,

Hor Mestr hag hor Roue,

Ni 'z ay d'ober eur bale

En ho pro dizale.

                                                 P.J.


    Ya, n'eo ket dre levriou hepken e fell d'in anavezout ma breudeur tramor. E-lec'h dont bep bloaz dre aman da dremen ma amzer, 'vel an divroidi, dibreder, hed-ha-hed an aodou, ma 'zeo ganto kontammet ar mor hag ar pesked, ez in da veaji, da welout a-dostoc'h ar re a domm outo ma gwad a ger pell koulskoude.

    E maner Kêr-Uhel, ma ra ennan e annez ma mignon Fransez, 'n kichen eul levraoueg, gwerniset-kaer ganti tri droatad karrez a voger, eun daolenn goz dislivet ma 'z eo skeudennet warni holl vroiou ar C'huz-Heol. Ha me ha tostaat.... Arvorig, Kerne-Veur, Iwerzon, Kembre hag Ar Skos, na pebez kavadenn ! Aes-brao 'vo d'in breman ober baleadenn a-dreuz ar meneziou, war dor (flanc) ar grec'hiennou, a zraonienn da zraonienn, hed-ha-hed ar stêriou, war ribl ar gwaziou, e-lec'h ma hiboud an dour, ha tizout marteze, a-dreuz ar peurvanou (pâturages), ar gaer a gompezenn ma verve an dud enni 'vel eur c'hrugell-verien. Ma kouezas ma daoulagad war ar ger Kerdiz (Cardiff). Kembre!... Kerdiz!... Ya, hep mar, e-lec'h ma 'z eus ...

(> p. 13)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica