en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 13

 

(< p. 12)    ...    

    ...glaou-douar. Sellit, sellit..... eun tamm breman, aman er C'hornog, (Ouest), eun ouf (baie), ouf Caermarthen, hag uheloc'h, en Hanter-Noz, eur gêrig all, Saint-Yves (Sant Erwan) hec'h ano ; Caermarthen!... Saint-Yves! Ha koulskoude n' hunvrean ket..... Taolenn Kembre a zo dirazoun, ha n'eo ket hini Bro-Dreger, en em gav enni damdost d'he c'hêrbenn, Landreger, e parroz Ar Vinihy, maner Kervarzin (Caermarthen) ma c'hanas ennan, Sant Erwan Helouri, e galleg hag e saozneg, Saint Yves, sant bras Breiz-Izel. Anoiou ken henvel, hep mar ez int bet diwanet en speredou ha strinket a-ziwar muzellou Kenouenn (de même race). Caermarthen, Kervarzin, daou skourr peushenvel savet war eun hevelep korf-gwezenn keltiek. N'eus ket da lavarout nann, mont a rin da Gembre, pe me vo maout e Kerne !


II

EUS SANT-MALO DA SOUTAMPTON

    Eun nebeut miziou goude, en eul lestr-dre-dan, ar Sea-Fly (Kelienenn-ar-Mor), e kuitaen Sant-Malo. Brao-kaer ez oa an amzer, diwag an dour en e sae liou gwenn-glas ; eur gwir blijadur redek ar mor dindan bannou an heol lintrus o virvi en tonnouigou eonennus rannet ken ouesk gant staon arc'hantet hol lestr, o tigeri, dre ma 'z ae, e hent dirazan. Eun tammig ehan e Jerze da ziskarga ha da gemer tud ha marc'hadourez, ha, yao, hag a-raok etrezek Soutampton, e-lec'h ma tleemp douari. Nebaon, ma oa brao ar mor betek neuze, dre ma kollemp ar gwel eus an douar, e hanvale (semblait) d'imp ez oa rustoc'h ar gwagennou ha mui a gas gant an dour. Hol lestr, na bras, na bihan, eun tamm krennard a lestr, taolet ha distaolet gant an tonnou, a ziskenne hag a save a-ziwar an eil gwagenn war heben, evel eur gouri (goéland). Dansal a rae ...

(> p. 14)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica