en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 14

 

(< p. 13)    ...        

    ... hol lestr a-us d'ar c'hoummou (vagues), da lakaat nec'het meur a hini, dreist-holl an treizidi (passagers) savet en Argoad. Met an Arvoriz eveldomp-ni ne reont ket muioc'b van ouz ar mor o trouzal, ar gwagennou o frega, ouz al listri, daoust beza en o bourz, a-us d'o fenn dichadennet ar gorventenn, eget Kastell-an-Taro ouz eun taol aval poaz.

III

EUR BENTADENN A SAOZEZ

    Em c'hichen ez oa eun itron vras sec'h evel eur geuneudenn ; eur Saozez, melen he c'hreouichenn evel kreo eur gaerell (belette) ha ker hir he dent en he genou ha dent an drezenn-bod e ti Soaz Ker-a-Venou. Hag an itron, mar plij, gwisket, stipet ha fardet, evel ma 'z eo breman ar c'hiz gant ar merc'hed, o ano mat koz turzunelled. Ha betek ma 'z oun krog enni, setu aman d'eoc'h penn-kil-ha-troad ar patrom anezi. E lavaren dioustu ez oa melen he c'hreouichenn ; ya, da-vihana, da welout diouz an diou guchennig rodellet a zeue hag a 'z ae gant an avel, o hilligat kement d'ezi he diouskouarn ma renke, ar gaezez, ken alies ha kant gwech an eur, en em grafignat, rak a-hend-all ho pije lavaret e vije bet dirazoc'h eur vaouez kollet ganti he bleo en eur sachadeg, o zouzet evel m'o doa betek he c'hilpenn ; ar peurrest a oa kuzet dindan eur foeltrenn kalabousenn, diou pe deir vleunenn sounnet e-giz eun doupenn, ouz he gwernisa hepken. He gouzoug en noaz betek he daou blankenn skoaz, frank warnan, ken dispar-builh a-rez he c'hrubuilh, ha ker ruz ha ker ruz hag hini ma yar velen eus gouenn ar yer-Indez, tapet gant hor Saozez eun taol-heol, moarvat, evel Janedig vrao hanter-noaa he c'hroc'hen, o ruilha war an draezenn. Evit peuzc'holo an tamm anezi, krennet re verr ouz krec'h ha re verr ouz

(> p. 15)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica