en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 15

 

(< p. 14)   ...        

   ***traon, re verr a-gleiz ha re verr a-zehou, a-rez pennou he daoulin hag a-us d'he daouilin, eur saeig e seiz-roz kals re skanv ha, war vetek nebeut, peuztreuzwelus an danvez anezi dindan eur marelladur karrezennet iskis-a-walc'h da welout. He diouhar, hir hag askournek ne oant ket evit karga he loerou liou-kroc'hen ha ken tano ma seblantent beza bet steuet gant eur gefnidenn. He zreid, gwasket en eur skasou 1er rous, hir o begou, ha ken uhel o seuliou da veza kemeret evit jurumellou (échasses), o doa, sur, eun troatad-hanter. Pet vloaz 'n 'oa hor Saozez?.... Ar merc'hed a dav war o oad; ha gant ar bleud hag al libistr a goare he dioujoskenn hag he muzellou, ne lavaran ket diouz he dent, piou en dije lavaret pe goz pe yaouank 'ez oa an dreudasenn. Ha da betra, ma Doue, en em ginkla evel-se, henvel ouz eur sant Meurlajez, dreist-holl pa dleer, war ar mor, mont d'ober eur bale ? Pleustret he doa, seblant, aliesoc'h ar saliou-dans hag an noblansou bras eget ar c'herreg war ribl an aodou. Merc'hed Bugelez hag ar Porz-Gwenn a lamm a-ziwar an eil roc'h war eben, hag eus an eil penn d'egile d'o bagou, ken aezet ha tra. Met hor Saozez, ar plac'hig kaez, gant an droug-mor ouz he gwaska eun tammig re, ha gant ar brez da vont da skei eun tamm bruzun bennak d'eun nebeut pesked o c'hoari hag o filostat en-dro d'al lestr, a horjellas hag a horjellas kement ma 'z eas da leda he c'horf e-kreiz ar pont, damdost d'ar c'habiten, ennan eun tamm brao a zroug, o welout ar Saozez bet d'ezi eul lamm-choug; ha ker stlabezet ganti, war ar marc'had, leurenn al lestr, ma renke an treizidi, eun darn, starda war o fri, eun darn all, trei o fenn da c'hoarzin gant ar fent. Ober a reas hor Saozez daou pe dri ruilh, henvel ouz eur wiz koz o torimellat en eul lagennad dour-hanvoez, ma oa en em gailharet gwasoc'h eget Gwillemed o lenn lizer ar Prefed. Ar Saozez, da we-***

(> p. 16)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica