en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 16

 

(< p. 15)   ...        

   *** lout iskis, pa oa, eur benntadenn anezi, gwisket evel ma oa, en eun doare ken dic'hiz, breman ez oa e gwirionez tremen mez he gwelout. Hag hi 'ta, evel eun den pennfollet, ne oueze pelec'h trei he daoulagad, da glask unan bennak da genglemm ganti war druezusted he stad. Ma krogas, o tostaat ouz al loman (pilote), da gragouilhat ne ouien-me petra e saozneg. Hanvalout a reas d'in abred e c'houlenne paeadra da guz he faourentez. N'he doa ket, e gwirionez, dilhad ganti da chench; ha bremaïk pa en em gavjemp e Soutampton, war ar c'hae ha dre ruiou kêr e vije, sur, warni sell kaer. -- «Dilhad da chench, paour-kaez Doue ! a seblante lavarout al loman, dilhad da chench ! hag hervez ho ment !.... biken e bourz al lestr-man ne gavot war se ho mennad ». -- Hag ar Saozez da glemm, da hirvoudi ha da gounnari, zoken, ouz ar c'habiten hag ouz ar c'hevredigez a oa e penn al listri-post Sant-Malo-Soutampton. Ma tostaas ar c'habiten gantan eur goz livitenn-gampr bet ankouezet en e vourz, gant eur Breiz-uheliad o kuitaat e vro evit mont da Iwerzon da ober eun tamm tro. «Ma deo mat houman d'eoc'h, he c'hemerit, ha serrit breman ho kenou; awalc'h a « jeu » hag a c'hoari a zo bet aman evel-se. Ma 'pije debret nebeutoc'h a veuziou mat araok dont d'am bourz, ne vijent ket bet deut kement-se da drenka, dre forz beza ken tramailhet gant an avel dichadennet o lakaat kement an taoliou-mor da veza ker kounnaret hizio ouzimp ».

    Ne dremenas ket an holl draou-se ker buan ha lavarout : ya. Ha tostaat a rae bepred hol lestr ous aodou Bro-Saoz, e-lec'h em boa da erruout ha mail ha dic'hortoz.

    Nebaon, ar Saozez a oa he fenn e-gin; ha war ginaat ez ae dre ma tostaemp ouz an douar, ma welemp breman reiz-mat an tornaodou anezan, hag o tivogedi du-man ha du-hont, siminaliou an uhel-fourniou (hauts fourneaux),          ***

(> p. 17)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica