![]() |
en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel | ![]() |
pajenn 17
(< p. 16) ...
*** o fenn ganto sounnet ken uhel en aer, ma seblante, o tihalana evel ma rs.ent, ar mogedennou du ha pounner anezo en em veska gant ar malkennou ramzel (gigantesques), a oa o 'n em dourta a-us d'o fenn.
Hed-da-hed ar c'haeou, e porz Soutamton,' d'imp da
welout, kêriz dibreder.., simidi... (portefaix), maltouterien... soudarded a zeue hag a yae, seblant, ouz hor gortoz. Eur c'houitelladenn skiltrus ma vouboue an dasson anezi em diouskouarn, ha setu ar vartoloded aet d'ober eun
tammig hun goude beza graet o lod, raktal war ar pont, pep-hini en e lec'h, prest da gregi, rak bremaïk evit kaea e
vo hep mar eun tamm krog. Eur c'houitelladenn all...... tostaat a reomp tamm-ha-tamm. Ha plas hor bo da gaea ? Gwerniset eo ar c'haeou a listri a bep ment hag a bep stumm : listri-war-lienn ha listri-dre-dan, listri a bep bro zoken. Ha daoust ha ne gavin ket en o zouez eul lestr breizat bennak ? Ar menoz-se a-greiz-holl a zeuas da
rodella ha da virvi em spered. Met ma daoulagad ne oant ket evit o zrei diwar benn mezek ar Saozez en em
zastumet gwella ma c'halle en he livitenn-gampr, da guz an distoladur ma oa gantan kailharet, eun druez he gwelout ; ha war he dremm ganti breman eun tamm seienn da
dremen hep beza anavezet ; rak hervez ma klevis, eur pennad amzer goude, ez oa Mari Gailharenn dimezet da unan eus pennou bras ar vro.
IV AR ROM-PLOUZ
Eun deirvet c'houitelladenn..., erru 'oamp, en taol-man. Eun tammig reuz o kaea...., enk 'm oa an darempred e-touez an holl listri.
Setu breman tro ar valtouterien... Dre ma tremen an treizidi (passagers), gant o fakadennou, e renkont er re- ***
(> p. 18)
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |