en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 18

ñ

 

(< p. 17)   ...        

   ***   mañ lakaat beg o fri. Heñvel ouz paotred Mari Robin, e Breiz-Izel hag e-lec'h all, ne glaskont ken nemet yenna ha yenna bepred ; met o micher eo, da betra klemm ?.... Bezit gant ho «cheu», it klenk gant hoc'h hent, ha n'ho po ket a lec'h da skei tan ha moged, evel unan eus an treizidi, eur bannac'h re a rom-plouz gantan en e valizenn hag eun tamm re a vutun en eur c'hougn c'hoaz anezi. Hag ar paourkaez koulskoude pelec'h ec'h aje da nac'h ?... Met gant ar brez da dremen e-biou, ez oa aet eun tamm re rust d'ezi, pa oa o lakaat e droad war ar pavez-kae, ma torras unan eus e voutailhou ; ha setu labezet e dammou dilhadou hag e vutun hag all. Eun druez ! !.... «Bra-soc'h koll, eme unan eus ar valtouterien, eo beza torret ar voutailh !». -- E zaoulagad morlivet a virvidikae en e benn ouz c'houez vat ar rom-plouz balzamet gantan an aer tro-dro. Moarvat e vije bet kals-well gantañ beza bet eur bannac'hig anezan da c'hlebia e c'hourlanchenn klañv-fall gant an dev, rak, diouz e welout, gant e fri ruz evel eur sivienn poent-he-debri, ez oa hor maltouter eun ever fall a zour ; poaz e seblante beza, tor ha stripou, hag all... Dre eur c'horn eus ar blasenn, e-pad ma oa an holl o sellou war baotr e rom-plouz, Mari Gailharenn a c'houneze a-veg-troad, a sache war hec'h ivinou, evel ma vije bet an diaoul war he lerc'h, mall ganti d'en em vounta en eur vanellig bennak, ma kavje enni nebeutoc'h a dud war hec'h hent, a -raok erruout er gêr. Klaoustre (gageons), ez oa hon itron eus Soutampton end-eeün.

V

AR C'HABITEN KERVIG HA ROZGOIZ

    Ha petra 'oan-me war zont da veza ? Mont a-zehou, mont a-gleiz da ober eun diskuiz e-skeud eur bod-ilio, da zebri eun tamm kig ha bara ha da eva eur bannac'h sistr ?     ***

(> p. 19)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica