en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 19

 

 

(< p. 18)   ...        ñ

   ***    Nec'het ez oan... Ha me ha sellout eus pe tu e teue an avel, pa welis o tifluka en eur c'hougn, eun nebeut kanfarded, pep a vec'h ognon ganto war o skoaz ; ma teuen da gounaat Koran, Datan hag Abiron o tistrei eus an Douar-Prometet, ha bec'h d'ezo o stleja o blokadou gwini. Ha paotred o ognon, o komz brezoneg gwasa ma c'hallent ; Rozgoïz hep mar !... Ha me ha mont d'o c'havout, ha goulenn outo doare pe doare a-zi-vout kêr, ha dreist-holl, a-zivout an ostaleriou ar muia darempredet gant Arvoriz. Hag e gwirionez, krog 'oa davat ma daoulagad da vihanaat ; n'em boa ket kousket e bourz al lestr-treizer, ha war ma bruched ez oa e-brall holl gleier an Naoned. Ha neuze evel ma lavare mamm-goz :

An tamm hag al lomm

'Laka an den en e blom.

    En em gavout gant eur c'henvroad ker pell all diouz ar gêr, o, na pebez frealzidigez evit ar galon ! !... Gallout komz en eur vro estren, evel ma ris eur wech all e kêr Venezia, en Italia, o, en eun degouez evel-se, ma seller awechou, diouz ma 'n em gav, eun tamm a-dreuz hag a-gorn gant lagadou du, an eil ouz egile, na pegen eilrus ne vezer ket ? O, neuze e tomm, e verv zoken ar gwad er gwazied, evel breudeur, an eil ouz egile ; ha bervoc'h e vez c'hoaz marteze, p'en em anavezer evel bugale d'an hevelep bro, BREIZ-IZEL hec'h ano.

    E-keit-se, azezet e bourz e lestr-war-lien fardet-mat ouz ar c'hae, eur martolod en e damm dilhad d'ar sul, e gorn-butun gantan en e c'henou, a selle hag a selle spis-awalc'h ouzimp, ouzin kentoc'h, rak ne oa ket hep anavezout paotred Rozgo, ar marc'hadourien ognon, ez oa deut marteze zoken da zegas d'eze marc'hadourez. Piou ez oan ?... ret-mat 'oa d'ezan kaout war se gwir sklerijenn. Hag hen ha lammout en eun taol war ar c'hae ha dont eeun en hor  ***

(> p. 20)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica