en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 20

 

(< p. 19)   ...        ñ

   ***    betek. Ma tommae ma gwad ouz paotred an ognon, e estlammis hag e tridas ma c'halon a joa o welout dirazoun unan eus ma brasa mignoned, ar c'habiten Kervig, eus Plounez, graet ganin e anaoudegez gwechall, pa 'oamp lion daou oc'h ober hor servij e bourz an Amiral-Charner.

Daou Vreizad

N'int ket evit en em welout ha 'n em guitaat

Hep lipat

Eur werennad.

    Ha ni non daou ha d'hon heul Rozgoiz da gemer pep a lipadenn evit peurglokaat hor gweladenn; ha kaoz kaer, kredit, a voe ganimp hag a-zivout ar Vro ma oamp enni hag a-zivout Breiz-Izel dreist-holl, o doa ar c'habiten ha Rozgoiz hast-kaer da glevout an neventiziou anezi.... Eur valeadenn dre gêr evit hec'h anavezout eun tammig..., koan e bourz an « Hermann » gant ar c'habiten, ma mignon, evel-se e tremenas ganin an deiz kenta eus ma beaj e Bro-Saoz.... Ha me da glask ma gwele; ne oa ket re abret d'in ober eun tamm kouskadenn. Ne rankis ket chomm pell hep kavout eur plas aezet da gousket, dacust ma oa tano-kaer ar plu en-dro d'in. Berr-kaer e kavis an noz; evel eul luc'hedenn e tremenas a-us d'am penn, ha pa zigoris ma daoulagad, an deiz warlerc'h ar beure, an heol lugernus a oa dija sklaer-mat e lagad a-us d'an douar.

VI

EUN DRO E KÊR

    Eun tamm kig ha bara sec'h, eur chopinad pe daou, ha goude eur bannac'hig te, dibaot-kaer ma 'zeo dre aman ar c'hafe, ha yao hag a-raok evit gwelout eun tammig an traou. Nebaon Soutamton a die beza eur gêr a genwerz ***

(> p. 21)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica