en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 21

 

(< p. 20)   ...        ñ

   ***    bras, eur gêr a galz a binvidigez. Sellit ouz ar sanailhou, (magasins), ec'hon-bras karget a bep seurt marc'hadourez, bern-war-vern, o c'hortoz tu hag hent da vont pelloc'h, pe dre vor pe dre zouar. Sellit c'hoaz ouz an uhel-fourniou, ouz ar goveliou bras, al labouradegou (usines), a bep micher, ar vicherourien enno evel merien o virvi, hag ar siminaliou uhel anezo o tivogedi hag o tivogedi ma oa, en deiz-se da-vihana, sioulaet an avel, goloet ar gêr a-bez gant eun deo a vogedenn.

    Met ar pez am souezas ar muia er gêr genta ma lakis ma zreid enni, war douar Bro-Saoz, a oa an niver bras a ilizou a gavent : ilizou protestant, kredit, rak poan-kaer am boa bet o kavout eun iliz katolik da vont enni da bedi. Ne oan ket o vont da glask digor er re-all, gant an aon da veza distoket ha kaset da stoupa evel e Raozon, daoust ma oa ar sul anezi, e-kerz ma eiz devez war-nugent. Dre forz klask, memes tra, e kavis 'velkent eun tamm chapellig katolik-roman, e-lec'h e c'hallis mont eur pennadig da lavarout ma fater. Eur chapell savet en enor da Sant Jozef, n'hallen kavout well evit ober ma beaj Kembre. Hag e gwirionez, pe sant a c'halle rei d'in mui a sikour eget sant Jozef a reas en e amzer eur veaj hir, poanius ha trubuilhus-meurbet, gant ar Werc'hez hag ar Mabig-Jezuz, eus Betleem d'an Ejipt, mont-dont.

    Hag e seblantit beza nec'het marteze, ma komzan d'eoc'h a-zivout eun iliz pe chapell gatolik-roman. Hag e gwirionez, e BREIZ-IZEL, hor Bro, n'anavezer nemeti, hag ' eur chapell protestant bennak, ha c'hoaz ez int boull-kaer. Met e Bro-Saoz, ez eus ivez ilizou, merket a-us d'an nor-dal anezo : Iliz Katolik, daoust d'ezo dishenvel-tre diouz hor re-ni. D'al lagad da welout, hag en o diavaez, hag en o diabarz, ne lavaran ket. Ha peogwir ez omp gant se, hag ez eo mat eun ali, ha gant eur sod e ve roet, ha neuze so- ***

(> p. 22)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica