en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 22

 

(< p. 21)   ...        ñ

   ***   -toc'h eget an den e gelenn, ac'hanta, pa 'z eot da glask oferenn d'ar sul, e Bro-Saoz, digorit mat ho taoulagad, ha bezit war evez, ha ne c'hoarvezo ket ganeoc'h evel gant unan eus ma mignoned, e levr-ofis gantan etre e zaouarn, ha manet gant e c'henou war nao eur, o klevout kana an oferenn e zaozneg, ha nann e latin. Tapet ez oa, ha tapet lous, rak betek fin an ofis e renkas chom en iliz, e fri gantan en e levr, ha ruz e gokenn, da vont, gant ar vez, d'en em glenka ne oar den pet troatad dindan an douar.

VII

ETREZEK KERDIZ (CARDIFF)

    An trên er porz-houarn (gare), evel da c'hervel an dud, a oa krog da c'houitellat ; poent 'oa d'in tostaat. Eur mor a dud a zeue hag a yae hed-ha-hed ar c'hae : tud a bep oad, tud a bep stad, soudarded, martoloded, micherourien, hag eun tamm mat nebeutoc'h a drouz hag a cholori ganto eget en hor Bro-ni.

    «Gant ma kavin eun tamm kogn d'in ha d'am malizenn», a lavaris strafuilhet! Pa n'anavez ket an den yez eur vro, e ra peurvuia kals primoc'h e dro ; rak iskis ma kaofe eur Vari-Glakenn bennak d'ober ganti eur gaozeadenn.... Eur sell a-zehou, eur sell a-gleiz, eur redadenn...., eun nor digor...., evel eur silienn en em silen e-barz an trên..... « Alo, mat! Hizio c'hoaz ne chomo ket ganin ma
fri war ar gloed. » Ma oa tud dija en em c'hombod, en em gavas c'hoaz re all war ma lerc'h, ha kement, ma oamp e-barz ilin ouz ilin, ha moan-kaer hor plas d'azeza. Sellout a raemp an eil ouz egile, met ne rannemp ket kalz a gaoziou, da genta da-vihana. D'am meno ne oa nemet Saozon en-dro d'in. Petra lavarjen-me 'ta, pa n'ana-  ***

(> p. 23)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica