![]() |
en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel | ![]() |
pajenn 2
(< p.1) ...
Eun amzer a oa, ne veze klevet nemet ar ganouenn-se o tregerni war muzellou entanet ar yaouankiz. Ha,
divezat diouz an noz, an dasson anezi, kaset ha degaset gant an avel-vor, a zeue, 'vel da skei da c'houll digor, war dor pep maner ha pep lochenn-pesketaer, evit tomma o
zammig kalon d'an Arvoriz koz ha yaouank morgousket hepken c'hoaz en o gweleou-kloz; o trei hag o tistrei war ar pell pe ar felu-mor
(algue), diaes-kaer o fenn gant ar c'hoant dreist da gavout eur plas aezet da gousket.
Met ar gwerziou, ar c'hanaouennou evel pep tra a dremen, graet ganto o reuz. Abret pe ziwezat, a dachenn da dachenn, e vezont stlapet er blodou. Henvel 'int ouz ar meuziou; ar re-man, pa vezont degaset re alïes war an daol, a zeu da heugi Yann, ha Per, ha Paol. Re nevez a 'n em gav, pentet hervez ar c'hiz ; awalc'h 'vez kement-se d'o friza holl dreist priz.
Ha mar teuont a-bell, sur-mat e vezint kavet well ; ha dreist-holl, mar teuont eus Pariz pebret-lik hardiz-hardiz. Pelec'h n'eman ket ar sodien, ar sodezed, ar pennou-skanv, evet ganto o mez ha lonket o onestiz, na deuint ket bep noz d'o youc'hal a-bouez-penn, hed-ha-hed ar ruiou ?
Hag e c'hoarvez petra gant ar c'hanaouennou koz krok da brenvedi e-touez ar pailhorou ? Yann Furch-difurch, ar ranell, ar sav-e-fri, dalc'h-mat o c'houesa, o turia en-dro d'an ti, mar gall lakaat e zourn war groc'hen pe askourn, kant ha kant kwech gantan e vo trôet, distrôet, c'houesaet, blasaet, eilpennet, pismiget, da glask kavout ennan si pe si, m'en devo digarez d'e lezel hep e zebri.
« Pell diouz lagad ar c'haz, e lavare mamm-goz, e tans logodenn gant raz. »
« E-keit ma vez ar mestr en e liorz war spi,
Deu ket da bigosat, nann, eno ar brini. »
P. J.
(> p. 3)
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |