en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 3

 

(< p. 2)    ... 


    Ma vije bet beo BOTREL, Doue r'e bardono, piou vije bet aet, kement-se, da furchal, gantan war beg e fri lunedou da gavout si, evit dispenn 'vel eur c'hi kanaouennou ker kaer, m'o deus graet berr-ha-berr n'ouzonn ket, nann, pet gwech, war eskell an avel, ken aezet, tro ar bed ? Den ebed a-dra-sur. Met setu, siouaz, maro ar barz Oberour, perc'henn Ar Bempoulliadez n'eman ken en hon touez, evit gallout difenn, na gant teod, na gant pluenn, e son, e ganaouenn. « Ne dalv ket da bod-pri ouz kaoter 'n em steki. » Met bruzunet ar gaoter, ar pod-pri a sav e benn, ha gant c'houez e fouge, faeus 'vel eur pipi, e gôf leun a vrasoni, ne glask 'met glaourenni, tufa war nep hini, e sav warnan e fri. Hag Ar Bempoulliadez labezet gant ar glaour, skedusoc'h eget biskoaz, lintrusoc'h eget an aour, a deus lakaet 'n eul laour (cercueil) korf paour an naer-wiber a deus bet c'hoant gant herr, ne flemma berr-ha-berr.

War ho kein, 'n an 'Doue, na sachit ket ar c'harr, 

Da derri pe ho fri, pe ho prec'h, pe ho kar.

P. J.

 

BRUD VAT PEMPOUL


    Kêrig vihan Pempoull (Penn-ar-poull, a-dra-sur, gwe-chall-goz) a zo savet du-hont war ribl an aod etre daou veg-douar : Plêraneg ha Kerity. Ha n'eo ket hepken dec'h e rae ar wech kenta tro ar bed, ano kêr Pempoull. Ar gaer e gurunenn kel lintrus war he fenn, en deus lakaet enni, gant e ganaouenn, Botrel ar barz breizat, eur berlezenn ouspenn, pell-pell 'zo a skede 'raok an Amzer-a-ren. Henvel ouz an heol-berv, e-kreiz tommder an hanvou, war bep mor, pep dremwel, e lintre he bannou.

    Gwechall en amzer goz, er c'hrenn-amzer zoken, ma rede ar preizerien-vor, a-us da bep doun-vor en o listri ker 

(> p. 4)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica