en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 4

 

(< p. 3)    ... 

skanv, ker herrus war-eun-dro, ma euze ar paour-kaez, ma krene 'vel eur barr-deliou, ha ma sklase e wad en e wazied, netra nemet o klevout komz diwar o fenn, en amzer-se, er penn ar poull, kozidi, tud yaouank, touellet gant ar mor, a 'z ae da c'hounit o bara pell-pell diouz an douar ; ha digor ar mare da vont da vorueta da voriou an Izland hag an Douar-Nevez, Pempoulliz hag an holl ver-deidi diwar ar vro tro-zro a yae, berniou anezo, bep bloaz, daoust d'an amzer ha d'ar mor e fulor, da dremen miziou du dindan an erc'h, ar skourn, war-du an fianter-noz, e-lec'h ne veze ket alïes, na noz na deiz, nemeur a veur-larjez da frealzi d'ezo eun tammig o buhez.

    Met pelec'h eman 'ta an den-a-vor a gil gant an aon eus e skeud? Sellit outan ervat, na peger frammet-mat n'eo ket ? Eun tamm paotr a c'hiz koz, berr e ziouar ha doun e gof, pell être e zaoulagad en e benn o virvi evel sellou sparfili, ha rous e groc'hen evel kroc'hen eur c'houil,

A-vihanik, war an aod,
E tremen e amzer, an danvez martolod.

P. J.

    Eno e vez en e vleud, 'vel ar pesk en e zour. En em gav war eul lestr eun tammig plas a vous, trizek evit dousenn a zeuio da c'houlenn digant ar c'habiten mont d'e heul, en e vourz, da redek ar moriou. Nann, nann, ar verdeidi ne dint ket tud spontik. Serz en o sav evel peulhiou, gwriziennet 'vel dervennou, kaer 'devo ar gorventenn c'houeza yud war o choug, e chomint o fenn uhel d'an nec'h, divrall 'vel war ar sec'h. Dirak ar mor o trouzal hag an tonnou diroll, an eon en o genou, evel chas kounnaret o 'n em skei war ar reier, koz ha yaouank ar verdeidi a sutal hag a gan evel Môn Izabo, 'n he sav war an tevenn,

 ...(> p. 5)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica