en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 5

 

(< p. 4)    ... 

    o c'hortoz he Yannig aet da sevel keviou, ha war distrei d'ar ger .

Erru ar mor, ar pesked,
Laouen ar vartoloded ;
Emberr vo graet c'hoaz lapavan,
Sistr, gwin-ardant a vo aman.

P. J.

    Labour poanius ha start da zastum paeadra evit kaout er gozni aesoc'h eun tamm bara, setu aze micher ar paour kaez pesketaer ; ha ma seblant da gals pa vezont en douar ez eo ar Verdeidi, ya, paotred dic'hlac'har en askont ma vezont ken alïes ha bemdez dindan ar bod-ilio o c'hlebia o genou, hag o laza an tan krog en o gourlanchenn, n'eo ket gwir ar gaou-se. Ma tremenont amzer, pa vezont dibreder, eun tamm o kleuza gwer, na pebez taol kaer.

Goude ar boan, ar riskl, 'lies an dienez,

Ne deo ket eun torfed 'n em rei d'al levenez.

Ha neuze gwall c'hoular vez moarvat ar soubenn,

Pa ne vez ket enni eun tamm pebr hag holen.

    Gwechall eur vaouez kaez, eur plac'h a anaoudegez, o klevout lavarout ez oa ar baotred hag ar merc'hed ar falla tud a zo er bed, a savas droug enni, hag e teuas ganti ar gavadenn gaer-man : « Ar baotred, ar merc'hed?.... N'int ket, n'int ket ; ar falla tud a zo er bed eo ar vartoloded hag o breudeur, ar soudarded. Diouz o gwelout marteze. Ha neuze, kredi a ran ez int d'an nebeuta, ma ne dint ket ouspenn, kendirvi gompez d'ar baotred ha karr pe gilhorou d'ar merc'hed. En tu-hont, an diavaez ne ra ket an dalvoudegez, nemet evit ar ganabenn, a zo well egeti he fluskenn. Hag ar vartoloded ma 'z int eun tamm tuet da foueta gwenneien dre lipat gwerenn, ne dint ket, da-vihana, nann, ker fall-se en hor Breiz. Dre c'hras Doue,

... (> p. 6)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica