en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn 6

 

(< p. 5)    ... 

 ... ez eus c'hoaz gwad kristen en o c'hreiz. Ha, ma ne verv ket dalc'hmat, d'o lakaat da skedi, en em gav eur gouel kaer, e Pempoull, er Slerder, raktal en em vodint evit dougen o Gwerc'hez; hag ez eus bel gwelet, en amzer ma sone war an doriou-iliz hag herz ha bouc'hili, an dud-a-vor war-spi, evel e Ploumanac'h, prest holl, 'vel e-kreiz an dispac'h, da faouta e benn d'al laer ha d'e skei berr-ha-berr, en aod, war ar reier. Gwad kristen d'ar vartoloded ? Ya ? Anez e pelec'h Pardon kaer Kelou-Mat, Pardon an Islandiz a laka kement a lorc'h e kalon Pempoulliz.

    Pempoull, Pardon an Islandiz, daou dra a zasson a-gevret e dounder pep spered. Bep bloaz, d'an eiz a viz kerzu, a bep ti, a bep bann, a-dreuz, a-hed Gouelo, e tered, a-youl, da gêr Pempoull, tud a bep oad, yaouank ha koziad, d'enori o Mamm ger, an Itron Gelou-Mat, ma skuilho he bennoz, war-eun-dro he grasou, war ar goeletinier renket a-hed ar porz, o goueliou gwenn-kann digor, leun stegn a avel war-du ar mor. Karget a chadennou evel prizonidi, ne reont, deiz-ha-noz, nann nemet hirvoudi. Glevit ket ar morvent dalc'hmat o c'houibanaat a-dreuz an holl gwerniou hag ar paramantou ?.... Mouez touellus Mari-Morgan, noz-ha-deiz gant he c'han :

Torrit, torrit ma chadennou,

Digorit d'in, m'ho ped, an nor,

Ma tansin war ar gwagennou.

« Ma 'z in da redek ivar ar mor »

P.J.

'vel ronsed o tripal hag o chaokat o dent gant ar brez da sacha ha da gerzout en hent, dindan nask o fardou, herrus, ha mall ganto da rufla al lano, an holl goeletinier, o fri savet en aer, a vranskell, a vranskell, o lien en avel, ma lavarfec'h sur, c'hoaz, eur bagad gou- ...

(> p. 7)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica