![]() |
en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel | ![]() |
pajenn 7
(< p. 6) ...
.... ried, digor o iskilli, o tarnijal war ribl an aodou, da zizolei peskedigou.
Pardon an Islandiz a zo eur pardon kaer ; ha pa 'z ay ar Werc'hez d'ober bale tro-kêr, war diouskoaz ar verdeidi hi douget gant dudi, e seblanto c'hoarzin ouz hec'h holl bugale a renko dizale kuitaat o zi, o dous, o bro, evit mont d'an Island d'ober c'hoaz eun dro. Nann kaer a vo lavarout hag en desped da dud, Pempoull 'zo c'hoaz hizio, ya, lintrus-kaer he brud.
Na deuit ket 'ta, pismigerien, da dufa war ar gurunenn a zalc'h ker skedus war he fenn, na da c'hoapaat, gant fouge eur pipi, re enk e jilettenn evit e vrasoni, ma ne gaver war ribl an aod, e Pempoull, na tevenn, na tornaod. Pempoull ha Pempoulliz a c'hall sevel hardiz uhel o fenn en aer hag e lakafent mab eur c'houiblaer da c'hoari ke-ment e baotr ha da grignat « An Tornaod ». He c'hrignat?.... Pelec'h, ma Doue! Pell amzer 'zo, e gwirionez, ez eo kollet ar gwall-eiirus, e istor da glevout spontus. E istor marvailhus, pe, ma kavit well, kentoc'h e zanevell, e gavet 'm eus d'am zro, en eul levr a bell-bro.
(> p. 9)
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |