en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn XIII

 

 

(< p. xii)... hag an abadenn c'hoarzin a reio diskenn ar bomm istor, hep gouzout doare d'ec'h!

Hevelep tra 'vit ar yez : e kichen eur frazenn torosennet gant meur a c'her a c'hiz neve, dioustu ha dioustu, setu eur « pôz » a c'hiz koz hag ho talc'ho en ho charreou, kuit a fromma, betek « bonjouri » zoken, gant plijadur, an diavêzidi-ze gwisket ken iskis.

Vit ho tiskwiza, goude ma 'z oc'h bet, eur maread, o vale kompez gant hent ar gomz-plen, ar skrivagner a grog souden en e delenn hag ho kas gantan, d'an nij, war askell ar varsoniez....

Anavezet am eus bet eul labourer koz ha, pan ae d'ar park gant e vugale, darn aneze youst c'hoaz, a gase gantan, e tu-hont d'e venveg war goubl e vrec'h, eur pif en e c'hodel. Pan arrue ar paotr-warlerc'h e penn e droc'h, an tad a denne e bif eus e c'hodell : « Eun tamm pifal breman, bugale.»; ha raktal eun taol-son, kantig pe werz, arôk kregi gant eur blanchonenn -all. Tad-koz PAOTR JULUEN, marteze, a rae kemend all, ha gantan en devo bet desket ?

Daoust ha roet am eus d'ec'h eun tanva c'houek awalc'h eus an tenzor a dreou kuzet en pajennou AN TORNAOD, evel dindan alc'houez eun arc'h koz ?

Sal am bije; met evel ma 'z eus ennan tammou aozet diouz doare pep hini, ar gwellan eo lavaret d'ec'h : « Tolle et lege ! Prenit ha lennit !

E tu-hont ma kavfet ennan patrom eur Breizad penn-kil-ha-troad, — ha n'eo ket lavaret eo, — c'houi a vo laouen o vuzulia ar gammed war araok graet dre al levr-man : ar spered breton, evel ar yez, divailhuret ennan. Berv a zo er pajennou-se ha nerz ha galloud e gôr; eur Vreiz nevez o 'n em glask, eur mellezour ganti e pep (> p. xiv)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica