en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn XII

 

 (<p xi) ... n'eus pajenn ebet aman ha n'he dije he diduell, he c'hoantiz, da ginnig d'imp.

« Setu aman eur ministr protestant ha na dro ket e deod e goullo, evel hini Gwilh vras, el lui ar beure.... »

Pelloc'h, « eur bennoz d'ar gemenerien, rak, panevete, e vefemp debret gant ar c'helien. »

Gwelet a ret ac'han « paotred o zriouec'h pred kigsal ar sun, hep konta ar gwener, libistret daou du o genou gant druoni ar c'hig-sal melen? »

N'houlfen Ket beza etouez enebourien ar venec'h!

— Perak ? emezoc'h. — Lenn a refet o foltred hag o meuleudi ; m'ho kas, evit se, da gouent an Tad Abarvor.

Ha poltred ar merc'hed, « o hano mat koz turzunelled » !.....

Netra nemet an taolennou-se, hadet stank hed-da-hed ar pajennou, herve fantazi ar skrivagner, a rafe gant al levr unan gwall blijadurus ; met kaout a reer, e tu-hont, displegadennou, kenteliou, pennadou istor, aman, a-hont, dre ma tibun ar gudenn, hag a ra gantan ive eul levr skouerius-tre.

Eun dra bennak evel « diwar c'hoarzin, kelen ».

Spered seder PAOTR JULUEN, henvel ouz eur bann-heol, a bar war bep pajenn, ha n'eus ket unan aneze a vefe pok ha tenval ; ne gaver nep lec'h eus ar pastelladou-se, henvel ouz bara boulboaz, ha, goude chaokat ha chaokat, a beg ouz ho staon hag a zalc'h da greski en ho kenou.

Bep ma kerzi, lenner ker, te 'welo da unan pegen gwir ma lavar : e kichen eur pennad istor, paket ennan eun tamm mat a ouiziegez, — tra moredus! — setu eur brezegenn da anaout trefoedaj ar Roc'hiz..... Ha c'houi c'hoarzo, (> p xiii)

 

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica