![]() |
en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel | ![]() |
pajenn XI
Gant piou eman ar wirionez ? Pe gant ar brezoneger akuit ha kizidik, pe gant ar bresoneger dizesk ha dizeblant ?
Ar respont he deus talvoudegez, rak buhez ar brezoneg a zo en arvar, da goll pe da c'honit...
- A lavaran me ivez ! eme ar brezoneger diegus; ya, buhez ar brezoneg, sur; met taget 'n hini vo gant ar geriou skolpataet-se a ra d'al lenner ober eul lamm a-goste pe eur souz a-drenv.
- Brasoc'h klenved eo d'ezan, evelkent, ar geriou estren, eme ar brezoneger rik.
- Estren ? eme egile; d'in-me ha d'an holl, marvat, eo geriou estren kement na anavezer ket !
Setu demeure ar proses ha n'eman ket o vont d'achui.
N'eman ket o vont d'achui.... Koulskoude, setu aman eul levr hag a ro d'imp eun taol-skoa d'hon divourda. Talvesout a ra evel eun taol-êsa da skoulma etreze, pe da unvani, ar brezoneg pobl hag egile; pe gentoc'h c'hoaz, da lakat ar brezoneg e renk ar yezou graet gante o c'hresk.
«Brezoneg graet e gresk gantan», setu pe hano a rofen da yez AN TORNAOD.... Brezoneg pobl? Nann. Brezoneg lennegel? Nann; brezoneg beo ha graet e gresk gantan, dre c'halloud eur skrivagner, — ar c'houekan hini, hep mar, — hag en deus graet e gentan studi war varlenn eur Vretonez hag an eil ouz taol ar Ouiziegez.
— Met, emezoc'h, e pep bro, seurt yez eo an hini lennegel !
Lakomp 'ta lennegel, mar karet, ha deomp pelloc'h.
Arabat d'in heuilh ar beajour kammed ha kammed. Hen ober a rejet c'houi, pa vet krog el levr. Lavaromp hepken
>>> p. xii
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |