en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn X

 

AN TORNAOD? Eun taolad fantazi an danvez anezan ; eur seurt marvailh imboudet war an istor, pe eur pennad istor imboudet war eur marvailh.

An danevell, savet kazi diwar vann, a ro lusk d'ezan da astenn e gammejou war meur a du ; da vonedonea e Kymru hag e Breiz, a-dreuz istor ar Gelted koz ha hini ar Vretoned a-vreman.

PAOTR JULUEN en deus bet bepred dalc'het war e Vro hag e genvroïz eur sell piz hag eveziek; kalz a draou, gwelet ha klevet gantan, en deus bet dastumet evelse ha pouezet dre ma 'z ae ; henvel ouz penn-tiegez an Aviel, forz danvez, koz ha nevez, en doa da zispaka ha da ranna gant al lennerien vreton.

Al lennerien vreton ! A bep seurt a so anezo, daoust ma 'z int distank kaer ; ha marteze n'en em gavfont ket holl en o bleud, bep ma trofont pajennou AN TORNAOD.

Gwech e santfont herlink en o c'hreiz, pa gouezfont war bommou brezonek krenn ha fêtis, distaget evel d'ar pemde ; gwech all, avat e vouzfont o tiboga « pôziou » ha warneze, — d'o meno, — stumm dizanve ha dic'hras ; geriou ha n'hellont ket sellet oute, hep divarc'ha o daoulagad, na kas e traon heb eun tammik sav-kalon : « Pelec'h an diaoul, emezint, eo bet o kerc'hat ar re-se? Ar re-se n'int ket eus hon saoud-ni ! »

— C'houi 'n hini n'anavezet ket ho saoud ! eme ar skrivagner. Brasoc'h kalz eo ar vandenn aneze evit na sonjet. Da bep rummad tud, avat, houman, elec'h kreski, a vihana, a strisa ; eur ger anavezet hirie ne vo ken anaveset arc'hoaz.... Betek ar brezoneg nesan d'imp a vo, d'hon mibien, brezoneg dizanve, mar ne garomp stourm ouz ar c'hiz.... Ha gant se, ar chato a ziskaro ar c'hastell ; hag ar mariaj a bako an dimezi. Hag ail !.... Hag all !....

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica