en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn IX

 

KENTSKRID

*******


Diouz an oad en deus, PAOTR JULUEN, skrivagner, a zo anavezet pell 'zo ; hanter-kant vloas n'eo ken, ha tregont vloaz 'so eo krog da, vlansoni da Vreiz garlantez ha kurunennou ha na voenvont ket.

En tachennou ar brezoneg, hanvet Kroaz ar Vretoned, Arvorig, Kenteliou Sant Fransez, Breiz, Kelennadurez Kristen, e lodenn a zo frank hag e vomm anavezabl etouez ar re all evel, en eur park, hini eur plommer mat.

Paotr-araok eo bet a-viskoaz, an dremm d'ezan koulz hag an troc'h.

Diwar ar memes wrizienn gantan, 'zo bet savet kalz a Vretoned a-zoare, e bro Plistin ; met nebeut gant e zonezonou. Dispaka a ra dirazomp gwir batrom an Tregeriad, evel ma welomp, en hon amzer, tri pe bevar all. Ne vo ket eur gaou nag eur fazi lavaret ne zrouk-henvel ket, evel skrivagner, ouz oberour BOMBARD Kerne ; koulz ha re Proux, PAOTR JULUEN en deus gwerziou strinket eus gwazienn yac'han ar bobl hag a yafe brao ha kempenn en eun teskad bleuniou dibabet en enor d'ar yez.

Hirie, PAOTR JULUEN, skrivagner soniou, gwerziou, peziou-c'hoari, en deus krouet eur stern neve, peadra da rei muioc'h a dro d'e spred hag a frankiz d'e bluenn.

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica