![]() |
en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel | ![]() |
pajenn VIII
D'HON LENNERIEN
*******
Goude ar pil, warlerc'h ar barr,
E bolz an neñv, an heol a bar.
Hed-ha-hed ar saonenn, dudi, hiboud an dour.
Goude poan hag enkrez, e trid kalon pep gour,
Pa zeu d'he balzami eul louzou a c'houez vat :
Al louzou-se, hizio, a brient, ennan stad,
Mabig Sent an Hent-Meur, 'enep d'ar velkoni.
Ar goap 'lak er spered da sevel c'houervoni.
War lavar bon tud koz, ar goap, siouaz a stag,
Hag ar bleiz kounnaret alïes en em dag.
E Sant-Peg ez oun bet ; ha 'leiz ma dourn a c'hlud,
Ma chomo, a-vremañ, war e glud, sioul ha mut,
'Fell d'in lakaat e deod, ya, da drei e-goullo,
Ha, skuiz gant e wall reuz, Yann Goap pardon 'c'houllo,
E-keit-se, kenvroïz, e c'hoarzot 'ïeiz ho kwalc'h.
Eur bann-heol a-wechou, eno emañ an dalc'h.
Ha 'n e barroz (1) war ribl ar mor
Oc'h hunvreal e toull e zor
Ar Floc'h bihan eiirus a vo ;
Ha c'hoarzin a ray, dampredvo ? Pelloc'hik marteze, ar sifern a dago
Lemm-Douchenn, al lui-mañ, me gred, p'e zispako.
P. J.
(1) Arvor-Pleuvian.
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |