en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn XIX

 

(< p. xviii)    ... 

 

    Istor pe hunvre ? ... Ne vern ket kalz evit Bretoned. Rak e-pad ma treuz Gour-na-gil ar mor, e-pad ma 'z a da Vro ar Sent, e tibun ker brao e gudenn, ma vo heuliet gant dudi ha levenez....

    A-hend-all, e vrezoneg a zo ker pinvidik ha c'houek, — eun tammig re a-wechou! — ken na vo lennet gant plijadur, heb poan-benn.

    Marc'hadourez pentet, hanter werset, a lavare ho mamm-goz !.... «AN TORNAOD» a zo livet kaer, prenerien a gavo e-leiz.

    O ! her gouzout mat a ran, pep den en deus e si, hag e-lec'h daou e vez tri... Pa gouezo ho levr etre daouarn ar varnerien, hag e-touez ar varnerien e savo, me gred, paotred Ar Roc'h, lemm o spered ha dilu o zeod, neuze, moarvat, e gousto ker da groc'hen ar bugelig ....

    Neouac'h, n'em eus doan ebet diwarbenn e greskans. Mont a ray gant e hent, dispont ha didamall. En e zourn eman krog an Aotrou Serrand, eun Eskob nerzus ha karantezus. Evel eun tremeniad e-kreiz e oad, e kerzo sounn e dal ha sklerijenn en e zaoulagad ...

    Harpet e vo ivez, en e Dro-Vreiz, gant sant Tual, ha sant Paol, ha sant Gweltaz, rak Gour-na-gil a laka e boan da zerc'hel start, e-kreiz an eneou, an Aviel hadet gwechall gant Sent Breiz-Veur, Tadou ar Vro.

    Dalc'hit eta gant ho labour, ma mignon ker, ra vo prenet an «TORNAOD» gant hor c'henvroiz, ra zigouezo etre daouarn bugale Arvor, evit deski d'ar Vretoned karout muioc'h Doue ha Breiz, ar Feiz hag ar yez.

    D'eoc'h, ma mignon ker, ha d'ho lennerien ma bennoz karantezus.

HIPPOLYD TRÊHIOU,

Eskob Gwened

 (> p. xx)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica