en-dro d'ar bajenn-digemer * retour à la page d'accueuil * back to the main pagel

pajenn XVIII

 

(< p. xvii)    ... 

 

ESKOPTI GWENED

GWENED, ar 5 a viz Du, 1931.

    Aotrou Person ha mignon ker,


    Eul levr nevez, skrivet gant Person Plounerin, eur beleg kredus hag eur Breizad kalonek, pebez eurvad evit holl vugale Arvor a gar o Feiz hag o Yez!... Eskob Gwened a dle d'eoc'h e wella bennoz hag eur ger a drugarez.

    Komz a rit eus ma c'harantez e-kenver ar brezoneg..

    Ya, e gwirionez, ma c'hoant a zo bras ha don, abaoe pell amzer, da welout lavar hor c'hendadou enoret e Breiz-Izel. Hel lavaret em eus, ha c'hoaz hen adlavaran, pegoulz e splanno an deiz a c'halvomp a-greiz kalon, deiz an emgleo etre Goeloiz, Tregeriz, Leoniz, Kerneviz, Gwenediz, ma vo eun doare hepken da gomz, da brezeg, da gana hor yez karet ! .... Arvor n'eo ket stank-a-walc'h he bugale dre ar bed evit kaout daou pe dri stumm da skriva ar brezoneg .....

    Ha koulskoude, e pep korn ar vro, e kavomp lavariou dishenvel! Perak?... Abalamour hon eus lakaet, marteze, an alar a-raok ar c'hezeg! Lies a bluenn a ra neuz fall dirak al labour, hag an unvaniez, evel azen Yann, evit eur gammed war-raok, a ra diou war-drenv. C'houi a sikouro kas an erv da benn ar park. Plijet gant santez Anna, a gomze ker flour da Nikolazig, ha gant sant Erwan, person Tredrez, ho kennerza!....

    Ra vo lennet eta, da serr-noz, en-dro d'an oaled, e pep ti Breiz-Izel, «AN TORNAOD», gant ar vugale vihan, ha gant ar re goz. An istor a zo souesus ha fentus, leun ivez a genteliou fur ha talvoudus. Eur roc'h dibradet eus Penn-Ar-Poull ha douget dre vor damdost da Roc'h-Landreger!... Biskoaz kemend-all, a lavaro an dud yaouank.....

 (> p. xix)

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica