en dro d'al listenn ar gantikoù | retour à la liste des cantiques |
Kantik ar Baradoz |
Le cantique du Paradis |
war
an ton anavezet, n° 92
Jezus pegen btaz e Plijadur an ine Pa vev e gras Doue, Hag en e garante ! *** Bèr kavan an amzer Hag ar poaniou dister 0 sonjal de ha noz E gloar ar baradoz. *** Etre/ek ma gwir vro, Nijal di e karfen Evel eur goulmik wen. *** An termen divezan, Hast am euz da welet Jezus ma gwir bried. *** To:rret ma chadeno Me a zavo en èr Evel eun alc'houeder. *** Traouien leun a c'hlae'har, Neuze me rei eur zel Ouz ma bro Breiz-Izel. *** Kenavo d'id. ma bro, Nag a daerou skuillet Enoud, bro veniget ! *** Paourente hag anken, Kenavo pec'hejou, Trubuil ha klenvejou ! *** Goude tol ar maro Joaüz me a gano ; Torret eo ma chaden Libr on da virviken ! *** A hep lu pa zellin Kement tra a welin A rei d'amn daoulagad Ha d'am c'halon mil vad. *** Digor ouz ma gortoz, Ar zent, ar zentezet, War o zron azeet. *** E pales an Drindet E-kreiz an enoriou Hag ar meulodiou. *** Gwelet Doue an Tad Gand e Vab Eternel Hag ar Speret-Santel. *** Me a welo Jezuz, 'N eur c'hoarzin dudius, 0 lakat war ma fen Eur gaer a gurunen. *** E vouez d'in o laret : « Deut zervijer fîdel, « Deut d'ar gloar eternel. *** « Euz beret an iliz « ho korf, bev war e giz, « Aman, bep pel dale, « A vo douget ive. *** « C'houi zo em Barados « Evel eur blanten roz, « A zivleun d'ar mare « Hag a vleun adare. ***
« Ken kaer en he zae wen « E kornik eul liors, « Ez oc'h e kreiz ma fors » *** Evit poaniou dister. Evit ankeniou bèr, Me vezo paêet mad Gant Doue ma gwir Dad. *** A gorf pe a spered, Me zonjo de ha noz E gloar ar barados. *** |
En dro d'ar penn kentan ar bajenn | Retour en tête de page |