retour à la page d'accueil

pages 107, 108, 109

Pages 107, 108, 109

*******

C'houec'hvet a viz C'hoaevrer

Sant Gweltas

Abad (493-570)


Gweltas, ar yaouankan a c'houec'h a vugale, a c'hanas en Arcluyd, er bla 493. Mab a oa da Gaunus, roue Bretoned ar Strad-Gluyd. E dad a oa kristen hag a gasas anezan abred da Vro-Geumri, d'ar skol gant sant Iltud.

Pevar eus ar re a reas anaoudegez gante eno a deuas da vezan eskibien divezatoc'h : Divi, Leonor, Pol ha Samson.

En Lanildud, Gweltas a 'n em dôlas d'ar studi a dro vat. E c'hoant a oa deski ha rannan e zeskadurez endro d'ezan. Da bemzek vla, e kimiadas diouz e vestr karet hag e vignoned vat hag ec'h eas da skoliou vrasan Bro-C'hall, evit parfetât e studi gant mestrou ha gant doktored eus ar re gentan. Evel ar gwenan e rê. Mont a rê du-man, du-ze, da gutuilh pez a vad a gave war e hent, evit ober gante eun tensor a zeskadurez hag a furnez.

Seiz vla e chômas en Bro-C'hall. Neuze e tizroas d'e vro, ha kerkent, e tiredas eleiz a dud yaouank d'ar skol davetan.

Beleget e oe da bemp bla warn-ugent. En e brezegennou leun a dan, e reas neuze eur brezel didrue d'an holl siou fall a wele endro d'ezan; lakat a rê, zoken, ar rouaned da grenan.

Er Strad-Gluyd, kristenet gant sant Finnian, oa bet grêt droug d'ar relijion gant ar Zôzon digristen. Gweltas a zavas a neve ar pez a oa dismantret, hag a c'honezas, zoken, eleiz a baganed da Jezuz-Krist. War galv santez Berc'hed, abadez Kildare, e treuzas ar mor da vont d'an Iverzon. Eno ive, abaoue m'oa maro sant Patrik, ar relijion a yee fall an treo ganti. Gweltas, kentan tra a reas, a oe sevel eur skol-veur en Armagh, hag ac'hane e ziskibien a yeas dre ar vro, hag a lakas ar gelennadurez kristen da vleunian ha da zougen frouez evit ar baradoz.

War-dro ar bla 530, e tizroas da Vreiz-Veur da brezek. Eno neuze e skrivas al loden gentan eus e levr brudet «De excidio Britanniae : Dismantr Breiz». Anez al levr-ze, eur c'hantved pen-da-ben eus bue hon gouen, ar bempvet, ne vije deut netra ebet anezan betek d'imp, kemend-all a zarvoudou bras ha skrijus a c'hoarvezas en e gerz.

****

War-dro ar blavez 540, e kuitaas Bro-Zôz, evit mat, dre urz an Otrou Doue. Treuzi a reas ar mor ha dont en Breiz-Izel. En enezen Houat, er Morbihan, ec'h eas da chom. Tremen a rê e amzer eno, pell diouz trouz ar bed, er studi hag er binijen. Ne rê nemet tri bred ar zun; war an douar e kouske, eur men dindan e benn. An enezen-ze ne oa ket a dud o chom enni nemet eun nebeut pesketaerien. Gweltas a lake bemde lod pe lod eus e zevez d'ober skol d'eze ha da zeski d'eze o relijion. Ar re-man, pac'h eent da besketa, a gonte d'ar besketaerien-all pesort den a oa Gweltas ha pesort madelezou a rê d'an dud. War gement-se, e oe anaveet abred ebarz ar vro. Dont a reas kalz a dud da c'houlenn bean desket ha gouarnet gantan.

Kement a oa aneze ken ma renkas kuitât e enezen ha mont war an douar bras da glask eul lec'h da zevel eur manati d'o lojan. Kavet a reas arpez a glaske eu eur c'horn douar tost d'ar mor, a vije grêt Rhuys anezan. Eur skol ive a zavas eno hag a oe barr-leun a vugale en berr amzer,

Bean oa dija en Breiz manatiou savet tro-war-dro d'ezi,  vel touriou-tan d'he sklerijenni. En Bro-Leon e oa manati Kastel ha hini Baz; en Bro-Gerne, hini Landevennek ha hini Loktudy; en Bro-Dreger, hini Landreger; en Domnone, hini Sant-Brieg. Ne felle ken, evit peur-ober an dro, nemet unan en Bro-Gwened.

Pa welas e c'helle e abati neve mont endro hep-han, e fellas da Weltas tec'hel arôk ar vrud hag en em dennas en eur peniti distro, en koajou Kastembert. Eno e skrivas an eil loden eus e levr De Exidio Britanniœ, elec'h ma sko dizamaat war ar pec'hejou a gase Breiz-Veur da goll, re ar bobl, re ar veleien ha re ar pennou kurunet.

Goude-ze, Gweltas a labouras en Bro-Gerne hag a zavas meur a vanati, war skouer hini Rhuys. Betek en Penmarc'h hag en Beg-ar-Raz, e chom c'hoaz, en non amzer, ar roudou anezan.

Mar deo sant Pol, sant Tual ha sant Brieg ebestel Breiz-Izel en tu an hanter-noz, Gweltas eo hec'h abostol en tu ar c'hreiste.

Mervel a reas en enezen Houat, d'an 29 a viz genver 570.

En eskopti Sant-Brieg, e kaver eun dek parouz bennak, eus a Laniskat da Garnoet ha da Gintin, hag o deus miret stank ive roudou an abad santel (l).

-----------------------

KENTEL

Bue eur Bobl

Ar boblou a vev hag a varv evel an dud. Ar boblou a vev ar c'hosan eo ar re a oar diazezan o amzer da zont war o amzer dremenet; ar re, hag elec'h nac'h o re varo, a gendalc'h o labour; ar re, hag o vezan n'int ket taget gant klenved an neventiou, a zastum gant doujanz madou ene, madou spered, ha madou korf ar re goz; a zo kempenn ha piz warneze, hag o lak da vont war gresk, evit ar re a dle dont war o lerc'h.

Pobl Breiz, krouet gant ar zent koz evit bezan hader ar wirione dre ar bed, a zalc'has, epad mil bla, e renk etouez poblou kaeran an douar. Siouaz, n'eus mui anezan nemet ar skeud eus arpez m'eo bet gwechall : an diegi, an diouiziegez hag an dizunvaniez hen stlej war eun d'ar be.

Gwella 'zo, n'haller ket barn eun den keit ma ve bue ennan. Eur bobl ive, keit ma ne nac'h ket e Zoue, ha keit ma vir e yez, a zalc'h en e zaouarn an alc'houe a lakao e chaden da gouezan, abred pe zivezat ; hag ar Vretoned, evit c'hoaz, n'o deus ket nac'het nag ar C'hrist, Doue o zadou, nag o yez, ar brezoneg. Setu ma c'haller c'hoaz kaout eun elfeimik fianz en o amzer da zont. Ar pez a zo bet dec'h, daoust n'eman ket hirie, a c'hall bezan varc'hoaz !

Pedomp sant Gweltas ha lavaromp d'ezan :

O sant Weltas, hon fatron, mignon ar Vretoned,
Ni fell d'imp hoc'h enori hag ho karout bepred,
Ho karet a wir galon, ha, d'ac'h fidel dalc'h-mat
Ni fell d'imp mont gant an hent digor dre ho skouer vat

(KANTIK PAROUZ LANISKAT).

--------------------

(1) En Laniskat, eman an iliz war e hano; e vue a zo livet war he mogeriou. Diskouez a rêr eno c'hoaz eur chapel hag eur groten, gant ar gwele men elec'h ma lavarer e tremene an noz, en kerz e visionon er vro-ze.

En Sant-Nikolas (en Lokeltas) e kaver eur chapel savet en e enor. En Kanuel, en kichen stank ha kastel ar Pelinek, an eus bet ive eur chapel; en Laruen, en Kergiliou, an eus bet eun all; en Sant-Jili Plijo. Sant-Gweltas ar Prad ha Sant-Gweltas a Gerginere; en kichen Senven, Sant-Gweltas ar Stivel; en Maël, Sant-Gweltas, a zo eus e chapeliou koz brudet gwechall.

En Karnoet, elec'h e savas, marvad, eur manati, e kaver, en eur chapel gaer gwestlet d'ean, eur pikol rnen toullet evel eun arched hag a hanver Be Sant Gweltas. Er be-ze, war a greder, ' zo bet miret gwechall lod eus e relegou.

En Magor, 'lec'h eo patron an iliz, an eus eur pardon kaer, de ouel ar Zakramant, darempredet gant eleiz a belerined a ya d'e bedi 'vit o c'hezek. 

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica