retour à la page d'accueil

pages 122, 123, 124

Pages 122, 123, 124

*******

Daouzekvet devez a viz C'houevrer

Santez Janned de Valois

Intanvez (1464-1505)

Janned de Valois, merc'h Loeiz XI, roue Frans, a deuas er bed er bla 1461. He ginevelez ne lakas ket nemeur a levenez en lez he zud, rak ouspen ma ne rê ket afer he zad, a c'hoantae eur mab da zougen e gurunen, e oa eur grouadurez mac'hagnet ha dic'hras.

Janned a ziskouezas abred merkou anat eus he zantelez da zont. He flijadur oa bezan o pedi. Da bernp bla, an Itron-Varia a roas d'ezi da anaout e tlee sevel eun Urz Leanezed en hec'h enor.

Da daouzek vla, Loeiz XI a reas d'ezi kemer da bried eur c'henderv-gompez d'ezan, Loeiz, duk Orleans. Da varo he zad, pevar bla goude, he breur Charlez n'evoa nemet dek vla, hag abalarnour da ze, ac'han ma vije major, he c'hoar henan, Annan, a renas ar vro.

Etre Annan hag he breur-kaer, Loeiz, e savas eun tamm trouz. Heman en em glevas gant ar Vretoned da vont d'ar brezel eneb d'ezi ha d'he breur. Mes ar Vretoned a oe trec'het en Sant-Albin (1489), hag an duk Loeiz prizoniet en kastel Bourges. Janned, daoust ma n'en devoa biskoaz he fried, abaoue ma oa gantan, diskouezet d'ezi an disteran joa, a ziskennas en e brizon da skanvât d'ezan e boaniou. Mont a reas, zoken, betek an Naoned, da gât he breur, ha da c'houlenn digantan ma vije loskaet he fried.

« Grêt e vezo d'ac'h herve ho c'hoant, a lavaras ar roue Charlez VIII d'e c'hoar. Doue ra viro, koulskoude, n'ho pefe keun d'ar goulenn a ret ouzin breman. »

Janned n'he devoe ket a geun d'ar pez he devoa grêt, rak, ma n'evoe duk Orleans tamm anaoudegez vat ebet eviti, goude e zelivranz, hi a ouveas bepred e garet, e bardoni hag e c'houzanv, heb en em glemm, keit ha ma chomas da vevan gantan. Charlez VIII a varvas er bla 1498, hep bugale. Duk Orleans a bignas raktal war an trôn. E gentan preder a roue a oe skrivan da Rom, ha toui da lavaret n'en devoa biskoaz anavezet Janned de Valois evel e bried; ne oa bet biskoaz, zoken en e galon, ar c'hoant d'he c'hemer; an evoa hen anzavet dirak testou, de e eured; ha ne oa bet eureujet nemet dre urz. Ar pab Alexandr VI, goude bezan laket studian piz an afer, a zisklerias ne oa bet dimezi ebet etreze. Loeiz a gemeras kerkent da bried Annan Breiz, intanvez Charlez VIII, ha n'he devoa c'hoaz nemet daou vla warn-ugent, ha Janned a 'n em dennas en Bourges. Eno en em droas muioc'h-mui gant ar beden ha gant ar binijen. Yun a rê bep merc'her, bep gwener ha bep sadorn. Laouennât ar beorien, rei d'eze da zibri, gwalc'hi o zreid ha pokat d'eze oa he flijadur. Ar beorien mezus, dreist-oll, pa deue d'o anaout, a veze skuilhet warneze madelezou a-leiz.

Rak-se, ne oa hanvet, gant an holl, nemet « an dukez vat. »

Bemde, maget ouz tol ar Zakramant, he c'harante evit an nesan a greske gant he c'harante en kenver Doue. Magadurez an Ele a roë d'ezi ive nerz-kalon awalc'h da c'houzanv ar poaniou-spered hag ar poaniou-korf a waskas anezi, hep paouez, epad he bue.

Sevel a reas eun Urz evit ar merc'hed nobl, herve ma oa bet digemennet d'ezi gant ar Werc'hez. Goude bezan kavet war he hent meur a skoïlh, he devoe an eurvat da welet ar pab o rei e ôtre d'ar reolennou he devoa savet evit he leanezed. Hi hec'h-unan a reas hec'h leou da gentan, da ze ar Pantekost 1503, an tri le a c'hlanded, a baourente hag a zentidigez, hag al le da chom hep lakat he zreid er-mêz eus he leandi. Ne welas ket hec'h Urz o 'n em astenn nemeur, rak mervel a reas en he bla ha daou-ugent, d'an 3 a viz c'houevrer 1505.

D'an 20 a viz ebrel 1775, Pi VI a lakas ne hano war roll ar zent.

----------------

 

KENTEL

An divors


Er bla 1884, ezec'h ha 'n em glevent ket kaer gant o gwrage, a reas voti en Frans lezen an divors, a roë ôtre d'ar priejou ha ne oant ket evit en em ober, n'eo ket, hepken, da vont an eil digant egile, mes da zimezi adarre evel pa ne vijent ket bet dimezet biskoaz !

Al lezen-ze a zo eul lezen fall, kondaonet gant an Otrou Doue, gant Jezuz-Krist, gant an Iliz, gant ar skiant-vat ha gant ar skiant-prenan.

I. En baradoz an douar, Doue a embann n'hello netra terri al liamm a unan daou bried : « An den a guitao e dad hag e vamm hag a 'n em stago ouz e bried, hag eus daou ma oant, ne refont nemet unan. »

II. Eun devez, Pharizianed a c'houlennas ouz Jezuz, ha goest e oa an ozac'h da gas ' kuit e bried, evit eun digare bennak : « Nan, eme Hon Zalver, an den ne zisparti ket ar pez a skoulmas Doue. »

III. An Iliz a lavar evel Jezuz-Krist : « Ar plac'h dimezet, eme sant Pol, a zo stag ouz he fried, keit ha ma vev. D'e varo, hepken. e koue al lezen. »

Ar pabed o deus embannet al lezen ze, ha netra n'hallo dont a benn d'o lakât da rei dispanz diouti da zen. Herri VI, roue Bro-Zôz, a zo en em zistaget diouz an Iliz, ha distaget e rouantelez, d'e heul, mes n'an eas ket bet eus a Rom an dispanz a c'houlenne. Prinsed an Alamagn a zo en em zistagel diouz an Iliz ha distaget o c'henvroïz, d'o heul, mes n'o deus ket bet eus a Rom an dispanz a c'houlennent. An dispanz-ze n'eo ket bet roët biskoaz, na ne vo roët birviken.

IV. Ar skiant-vat a gondaon an divers, rak an divors a zismantr ar familhou. War digare ober vad da unan, n'haller ket ober droug d'an holl. 

V. Ar skiant-prenan a gondaon an divors, rak digeri ra, en Bro-Frans, eur gouli euzus, ha, ma ne ve ket stanket hepdale, a gaso anezi betek ar maro.

***

An Iliz eta ne dorro, na ne dorras dimezi ebet biskoaz. Mes a-wechou, e lec'h ma zo dimezi, da welet, n'eus dimezi ebet, da c'houzout, pe abalamour ar re a zo et an eil gant egile a oa dic'halloud, pe abalamour m'oant kerent, pe abalamour m'oant eureujet a-grenn en despet d'e. Setu petra c'hoarvezas gant Loeiz XII ha Janned de Valois. Ar pab n'en deus ket torret o friedelez; embann an eus grêt hepken, goude enklask, ne oa bet priedelez ebet etreze biskoaz.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica