retour à la page d'accueil

pages 129, 130, 131

Pages 129, 130, 131

*****

Pempzekvet devez a viz C'houevrer

An den eürus Jourdan ar Sax

Eil Jeneral Urz sant Dominik (1190-1237)

Jourdan Ebernstein a c'hanas en Bocherg, er Westphali, er bla 1190. E dud,, uhel dre o hano ha dister dre o danve, a reas e skola en Alamagn, da gentan, hag hen c'hasas goude da beur-ober e studi da Bariz. Skolaer yaouank en eur gêr vras, Jourdan a ouveas tremen e amzer, hep stagan e galon ouz netra goest da goll d'ezan e zantelez. Striz meurbed e oa an urz gantan, zoken. E c'hiz oa mont bemde d'an iliz, kenkoulz evit an ofis-noz 'vel evit an ofis-de. E c'hiz oa ive rei aluzen da gement paour a astenne d'ezan e zorn da c'houlenn eun dra bennak, en han' Doue.

Eun nozvez ma oa o vont d'ar pellgent, e kavas eun den war e hent a c'houlennas digantan eun draïg bennak. Ar skolaer yaouank, gant aon da vezan re zivezat, an evoa gvisket e zilhad d'ar red, ha ne oa ket digouezet gantan kemer e yalc'h. Ne oa gwenneg ebet eta warnezan. Mes ne oe ket nec'hetoc'h evit kelou ze. Tennan reas diwar-dro e gorf e c'houriz saei, brodet gant neud arc'hant, ha rei a reas anezan d'ar paour kez. En em gavet en iliz an Itron-Varia, ec'h eas da zaoulinan dirak kroaz ôter an Anaon. Dal ma savas e zaoulagad, e chomas sebezet o welet e c'houriz endro da ziouc'hroazel ar C'hrist, ha daoulagad Jezuz o paran warnan gant teneredigez.

Ar burzud-ze a lakas e garante en kenver an Otrou Doue da greski c'hoaz, ha nebeut amzer goude-ze, e oe grêt e gammed kentan gantan war hent ar velegiach, ha grêt eun abostoler anezan. Er blavez 1216, sant Dominik an evoa savet eun Urz neve a venec'h. Jourdan a reas anaoudegez gante, ha da Verc'her al Ludu 1220, daou skolaer-all hag hen a c'houlenne bezan digemeret en o renk. Er blavez war-lerc'h dustu, e oe dibabet evit ober tro manatiou al Lombardi.

Dispar oa da gennerzi ar venec'h yaouank, prest da fallgaloni. En Bologn e oa unan evelse, e oa brao e zoare pa oa er bed, a oa pinvidik bras e dud, hag a gave kerse dougen dilhad burel, elec'h dilhad saei; gourvez war ar c'halet elec'h war ar plu; azezan ouz eun dôl treut an treo warni, elec'h ouz unan ha ne vanke netra warni.

Dont a reas da gaout Jourdan, da rei da anaout d'ezan ne oa ket en pennad da chom ken er manati.

- Bah ! eme heman, an drouk-spered eo a glask ho touelli.

- Nan ! eme an den yaouank; ma dilhad d'in, mac'h in ac'han !

Neuze Jourdan e gasas d'an iliz, a lakas e zaouarn war e benn hag a reas d'ezan lavaret eur bâter. Tra souezus ! An den yaouank a deu, en eun tol, e hunvre fall da nijal eus e spered hag ar peuc'h da ziskenn en e galon. Chom a reas er manati, ha bezan e oe, divezatoc'h, eur manac'h eus ar re wellan.

Er blavez war-lerc'h (1222), pa oe kelou da lakat eur jeneral en plas sant Dominik, e oe dibabet da vont er garg-ze, daoust ma oa unan eus ar re yaouankan ha nevezan deut en Urz. Mes e zantelez hag e ouiziegez a reas ma oe barrek brao da 'n em denn enni.

Aketus e veze da  welet e venec'h aliesan m'halle; prezek a re ar c'hoareiz, gwech en Pariz, gwech en Bologn, kêriou bras an deskadurez, en amzer-ze. Ar bôtred yaouank a heuilhe skoliou-meur ar c'hêriou-ze a zirede niverus e harz e gador. Ober a reas d'eze kalz a vad, ha bepred unan bennak en o zouez, da fin pep koareiz, a c'houlenne digemer en e Urz.

Trei a rê e venec'h war ar studi ha war ar beden, hag alies e lavare d'eze : « Evit magan bue ar c'horf, eo red dibri hag evan; evit magan bue an eae, eo ken red-all pedi ha studian ar Skritur-Zantel. »

Kement hini a deuje d'e gaout an ije e c'houlenn. Eun devez, eun den, nebeut a zeskadurez d'ezan, a deuas davetan :

- Otrou, daoust hag e talv kement hon fater d'imp-ni, tudigou kez, ha ne ouzomp ket petra lavaromp, hag hoc'h hini c'houi, etrezoc'h, beleien, hag a oar latin ?

- Keit e talv, eme Jourdan; henvel eo ouz eur men presius a vir e dalvoudegez, en dorn eun den ha ne oar ket hen anaout.

Jourdan, et da welet an Douar-Santel hag ar venec'h an evoa eno, a oe beuzet lestr hag all, pa oa o tizrei d'ar gêr, d'ar 15 a viz c'houevrer 1237.

Leon XII, d'an 10 a viz maë 1826, an eus roët ôtre da Urz sant Dominik d'ober e ouel, da genver de e c'hinivilez en nenv.

------------------


K E N T E L

Al latin en Iliz

Perak ne ve ket lavaret ofisou an Iliz en yez ar vro ? 

— Abalamour an dra-ze a dorfe diou unvaniez kaer an eil hag eben, unvaniez ar greden hag unvaniez ar beden.

I. — Ma vije laket yez pep bro da zervijout evit ofisou an Iliz, e savje buhan awalc'h kemm etre kelennadurez eun eskopti, en eun amzer, hag ar gelennadurez-ze en eun amzer all; rak ar geriou, darn aneze, a zo diês anaout o zalvoudegez; hag eur gir. hag a lavaro kement-man d'eun den, a lavaro muioc'h pe nebeutoc'h d'eun all. Eur ger hag a lavar kement-man breman, a-benn kant vla aman, hag arôk marteze, e vezo kresket pe verraet e c'halloud. Evelse c'hoarve gant kement yez beo a zo, gant kement yez hag a ve komzet etouez an dud; mes kement-se ne c'hoarve ket gant eur yez maro, evel al latin. Ar yez-ze, pobl ebet ken war an douar ne gomz anezan; e c'heriou eta o deus eun dalvoudegez ha n'o deus nemet unan. Dre al latin, kelennadurez an Iliz, o vont a-dreuz ar c'hantvejou hag a-dreuz ar broiou, ne deuio chenchamant ebet enni : ar pez a greder dec'h, a greder hirie hag a vo kredet varc'hoaz. Gant al latin, unvaniez ar greden n'eus danjer ebet eviti.

II. — Ma vije kanet ofisou an Iliz en kement yez dishenvel a zo war an douar, ar gristenien a vije diês d'eze heuilh an ofisou mac'h afent en diavêz-bro; elec'h breman, e c'haller ober tro ar bed, klevet an oferen en mil eskopti dishenvel, ha kanan enne gant al levr a zervich da bep-hini en e barouz. N'eus forz pegen pell e ver diouz ar gêr, p'en em gaver en iliz, e kreder bezan er gêr. Al latin a lak unvaniez ar beden hag ar greden, etre kristenien ar bed holl.

*****

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica