retour à la page d'accueil

pages 134, 135, 136

pages 134, 135, 136

*******

Seitekvet devez a viz C'houevrer

Sant Gwerok pe Girek

Abad (VIet kantved)

-------------

Gwerok a deuas en Breiz-Izel war-lerc'h sant Tual hag a zavas eur manati hag eun iliz en beg gourenezen Landreger, el lec'h a hanver breman c'hoaz eus e hano, Lokirek.

Eleiz a dud a zirede di d'e gaout, hag hen, o vezan ne gare nemet ar vue didrous, a deuas kement-se buhan d'e skuizan. Mont a reas eta da Vro-Léon, hag eno ec'h eas pellan m'hallas, er c'hoat donan, a c'holoe, en amzer goz, ar vro zo breman dindan Plouvian, Plabenneg ha Plouzeniel.

Chom a reas en eun draouien denval ha goue, el lec'h a hanver breman Traou Gwerok, hag eno, gant barrou, e savas eun tammik peniti hag eun ti-bedi en kichen. 

E zonj a oa tremen eno, sioulik, ar rest eus e vue, o 'n em rei, beb eil, gwalc'h e galon, d'ar beden ha d'ar binijen. Mes ar vrud anezan a dec'has, kaer an evoe en em guzet, rak n'eo ket mat e chomfe goloet ar golo a zo barrek da dôl sklerijen gaer.

Sant Pol a deuas betek d'ezan hag hen pedas da vont d'e heul, da rei dorn d'ezan da astenn, dre vro Leon, rouantelez Jezuz-Krist. Gwerok, da gentan, ne oe ket nemeur en pennad da ze. Pol a reas d'ezan neuze ar gourc'hemen mont gantan, ha gant aon da zizenti ouz Doue, an abad santel a heuilhas e eskob kerkent.

Goude bezan hadet komzou Doue a bep tu, brevet e gorf gant e labouriou tenn hag e binijennou garo, gonezet gantan e gurunen, e varvas en karante ar C'hrist, en Landerne, war-dro hanter ar c'houec'hvet kantved.

E ziskibien, gant ôtre eskob Leon, a zebelias gant doujanz e gorf en Lokirek, el lec'h m'eo karet ha pedet c'hoaz e hano binniget.

War a lavar ar re goz, sant Gwerok a gavas eun devez, en Kastel, da genver unan eus goueliou ar Werc'hez, eur gemenerez o vriat war dreujou he dor. Gourdrouz a reas anezi, ha hi ha respont kerkent d'ezan n'he devoa micher-all ebet da c'honid he bara, hag e renke dibri d'an deiou gouel koulz ha d'an deiou labour. Dal ma oe kouezet ar gomz-ze eus he genou, e teuas notet hec'h izili, ha ne oe ket evit finval, hiviziken, nag he divrec'h nag he zreid.

Anzao a reas neuze he fec'hed.

Yun ha pedi a reas epad eiz de dustu; goulenn a reas gant sant Gwerok dont d'he gwelet. Heman, o welet he glac'har, a bareas anezi gant sin ar groaz.

Evit diskouez hec'h anaoudegez vat, ar gemenerez a roas he zi d'ar zant, a reas anezan eur chapel d'ar Werc'hez, a oe lezhanvet chapel Itron-Varia-Kreisker.

Yan Montfort, duk Breiz, (1345-131)9) a reas sevel eur chapel neve el lec'h-ze, ha warnezi eman kaeran tour dantelezet a zo er bed holl.

-----------------


KENTEL

Labour zul, labour a gul

Red eo dibri bemde evit chom beo, mes n'eo ket red bezan bemde stag ouz al labour, a drugare Doue, evit kaout bara da zibri. N'eus den ebet, ha goude labourât c'houec'h devez, ne c'honefe ket a vara evit seiz.

Hag ahendall, al labour zul, elec'h pinvidikât an den, e baourât ne ra ken. Ar c'horf n'eo na dir nag houarn; ezom an eus da baouez, beb an amzer, ha goude diskuizan, ec'h a kalz gwelloc'h en-dro. N'eo ket an neb a zo aketusan war e labour eo a labour ar muian. Diskuiz ar zul a zo grêt evit brasan mad ar c'horf.

Mes an den, n'eo ket eur c'horf hepken a zo anezan. An den a zo kalon, an den a zo spered, an den a zo ene : kalon, spered hag ene an den o deus ezom eus ar zul.

Daoust hag eur vue eo bezan daoubleget bemde war an ero, hep gallout diskuizan gwech ebet, da zonjal, da garet ha da zevel an daoulagad trezek an nenv ?

D'ar zul, dreist-oll, eo e vev an den e vue den. D'ar zul, dreist-oll, eo e vev an den e vue gristen; d'ar zul eo e weler ar gerent; d'ar zul eo e lenner hag e kemerer el levriou magadurez ar spered; d'ar zul eo e taouliner war beziou ar re varo e-tal an ôter vras hag e-tal an dol zakr; d'ar zul, pa ve peurc'hrêt an deveren kenver Doue, 

Eo en em roêr d'ar c'hoariou 

A reas, en hon rôk, hon zadou.


Karomp ar zul ! Ar broiou ma virer enne ar gwellan ar zul eo ar broiou pinvidikan. Daou hent a zo da vont da baour, a lavare person Ars : laerez ha labourât d'ar zul. Hen gwelet a rer sklêr awalc'h.

Labour an den n'eo netra en kichen labour Doue. Kaer ho pezo hadan, ma ne lak ket Doue an had da zevel, n'ho pezo netra. 

Ya !sonjet, ma breudeur, red eo bennoz Doue 

Warnomp, war hon loened, war hon mêziou ive

Bep sul, gant devosion, deomp 'ta d'an Iliz, 

Hlag hon bezo heol skedus, glao pinvidik ha gliz.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica