retour à la page d'accueil

pages 146, 147

Pages 146, 147

*******

Eil devez warn-ugent a viz C'houevrer

Kador Sant Per en Antioch

Sant Per, penn an Iliz war an douar-man, adalek m'oa pignet Hon Zalver Jezuz-Krist en nenv, ne chomas ket pell en Jeruzalem. Treuzi reas ar Jude hag ar Samari, o prezek ar fe neve a bep tu d'ezan, hag en em gaout a reas, war-dro ar bla 36, e-tal Antioch, kêr-benn ar Zav-Heol, en amzer-ze.

Eno, ne zaleas ket da embann ar c'helou mat, hag eleiz a dud a c'houlennas ar vadeziant. Setu penôs e teuas Antioch, war-lerc'h Jeruzalem, da vezan kalonen ar bed kristen da c'hortoz ma vije Rom.

En Antioch eo e oe lezhanvet, evit ar wech kentan, diskibien Jezuz-Krist, kristenien.

Sant Per ne chômas ket nemeur a amzer er gêr-ze, rak, er bla daou ha daou-ugent, e kavomp anezan en Jeruzalem. Herodez Agrippa a oa o paouez en em gaout er gêr zantel, gant al lezhano a roue ar Jude. Evit en em dremen diouz ar judevien kounnaret eneb ar gristenien, e reas dibennan sant Jakez ha teuler sant Per er prizon.

An Iliz a bedas, hep paouez, evit ar prizonier kez; eun êl a deuas d'e ziframman adre daouarn e enebourien hag e kemeras raktal hent Rom (42).

--------------

KENTEL

Ar vad a ra Kador Sant Per

Gouel an de ma teuas sant Per da chom da Antioch, evel gouel an de ma teuas da chom da Rom, a zo etouez ar re gosan en Iliz,hag a zo bet herz gwechall.

Da genver an deiou-ze, ar gristenien a felle d'eze trugarekat an Otrou Doue da vezan bet ar vadelez da zigas tud, en e hano, da rei d'eze e gelennadurez.

• • •

Ma vije bet lezet an dud o-unan-penn da gerzet etrezek ar wirione gant o spered hepken, den ebet, kouls lavaret, 'nije he zizet. Nag a dud, eme sant Thomas, ha n'o deus na spered na yec'hed ! Nag a dud o deus spered ha yec'hed, ha n'o deus ket a amzer ! Nag a dud o deus spered, yec'hed, amzer, hag a zo lezirek ! Ma vije bet lezet an dud, o-unan-penn, da gerzet etrezek ar wirione, gant o spered hepken, n'o dije he zizet nemet goude hirr amzer, rak ar ouiziegez, evel a lavare Bacon, eo rnerc'h an amzer : scientia, filia temporis.

An den, dre natur, a zo grêt evit gwelet Doue en e skeud, ha nan en e skeud, evit gwelet Doue, evel ma wel eur c'hrouadur e grouer, ha nan evel ma wel eur bugel e dad.

Doue, abalarnour ma kare an den, a zo bel falvezet gantan ober kaeroc'h d'ezan kalz evit ne oa dleet  c'hoantaet an eus en em ziskouez d'ezan, tâl ouz tâl, evel m'eman en gloar ar baradoz.

An den, anezan e-unan, n'helle ket anaout kement-se. hag abalamour da ze, dreist-oll, oa red da Zoue e-unan kelenn anezan. Setu perak Doue an eus komzet da veur a hini, hag en meur a zoare, ha breman e komz dre c'henou kement hini a aze, an eil goude egile, war Gador san Per.

• • •

Darn a lavaro : « Doktored a oa war an douar; gant ar re-ze e c'helled en em demi, heb ezom eus Kador sant Per. »

Da gentan, an Doktored-ze no ouient netra diwar-benn an eürusted dreist-natur a bourchas Doue d'ar re hen klask. Penôs o dije desket d'ar re-all ar pez ne ouient ket o unan ?

D'an eil, an Doklored-ze ne vijent ket en pennad da rannan o gouiziegez gant ar re-all. An dud entre hag ar beorien, ouz ar re-ze ne rent van ebet. Anaout a rêr ger Horas : « Kâz am eus ouz an dud dizesk ha dister; » ha hini Volter : « D'ar bobl, evel d'an ejen, eun tol skourje hag eur c'hazeilhad foen a zo trawalc'h. »

Ha goude m'o dije bet c'hoant da gelenn ar bobl, ne vijent ket bet evit dont a benn eus o zôl. rak n'en em glevent ket etreze, eme J.-J. Rousseau, nemet evit en em dabutal, ha ne oa ket daou aneze o lavaret memes tra.

Ha goude m'o dije bet c'hoant, ha goude ma vijent bet goest da gelenn ar bobl, o galloud hag o c'hoant a vije bet didalve, dre ma n'eus ket ar bobl nag amzer, na spered awalc'h evit heuilh o c'helennadurez.

Abalamour da ze, arôk ma tiazezas Jezuz-Krist Kador sant Per war an douar, ar baganed ne ouient ket petra da gredi, na petra d'ober evit mont d'ar baradoz. Lorc'h a dennent eus o gouiziegez; lavaret a rent e oant holl ouiziek, hag e keit-ze, e oant ken reuzeudik ma ne ouient ket anaout Doue zoken ! Pep tra a oa Doue evite, nemet Doue e-unan; kemer a rent ar vad evit an droug, hag an droug evit ar vad.

Kador sant Per, eman ar miraklou hag ar profesiou pc'h ober postou dindani. Ar miraklou hag ar profesiou a zo testeniou skler da welet, hag êz da anaout d'an holl. An neb a c'hall en em harpan warne n'hell ket bezan ar gaou gantan, ha setu perak, eus an eil kantved d'egile, Kador sant Per eo Kador ar wirione. O 'n em vodan en-dro d'ezi, ar boblou a anavezas Doue : 

petra oa da gredi anezan, 

petra oa d'ober evitan, 

petra oa da c'hortoz digantan.

O 'n em vodan endro da Gador sant Per, ar boblou troet, dre o zechou, muioc'h war an droug evit war ar vad, a gavas nerz da vale, dienkrez ha difazi, war hent striz ar vue.

N'eo ket souez eta en em vodfed gant dudi endro d'ar Gador vinniget-ze, hag e karfed anezi, pe hi a zo diazezet en Jeruzalem, pe hi a zo diazezet en Antioch, pe hi a zo diazezet en Rom. Anezi e koue ar sklerijen hag an nerz an eus ezom an den da astenn e re e-unan, ma c'hallo en em gaout en gloar ar baradoz.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica