retour à la page d'accueil

pages 151, 152

Pages 151, 152

*******

Pevare devez warn-ugent a viz C'houevrer

SANT MATHIAS

Abostol


D'ar Yaou-Bask, daou-ugent devez goude ma oa savet skedus eus ar be, Hon Zalver Jezuz-Krist a bignas, diwar mene Olivez, en barr an nenv.

Kerkent ha ma kuzas er c'houmoul e zremm binniget, an Ebestel, herve oa digemennet d'eze, a ziskennas da Jeruzalem hag a 'n em zastumas er gambr-lid, da c'hortoz donedigez ar Spered-Glan. Bezan e oa Per ha Yan, Jakez hag Andre, Philip ha Thomas, Berthele ha Maze, Jakob, mab Kleophas, Simeon ha Judas, mab Jakob. Mari, Mamm Jezuz, a oa gante; an diskibien a oa ive; eur c'houec'h-ugent bennak a c'hallent bezan, Per en o fenn. Hag an dra-ze oa an Iliz, a dlee bodan holl boblou an douar en anaoudegez hag en karante Jezuz-Krist.

Hogen, en deiou-ze, Per a zavas hag a gomzas evel-hen : « Gwazed, ma breudeur, emezan, komzou ar Spered-Santel, kouezet eus genou ar roue David, a dle dont da wir diwar-benn Judas, rener ar re a grogas en Jezuz.

» Judas a oa bet dibabet, evel pep-hini ac'hanomp, ha breman eo perc'hen ar park an eus prenet dre e dôl fall. En em grouget eo ennan; e gorf a freuzas dre an hanter hag e vouzellou a gouezas d'an douar.

» Kement-se zo anavezet mat gant tud Jeruzalem, o deus roët d'ar park m'eo sebeliet ennan an-hano a Hacel-dama, da lavaret eo, Park ar Gwad.

» Skrivet eo en levr ar Psalmou : "Ra chomo goullo e di, ha ra vezo roët e garg a eskob d'eun all. "

» Red eo klask unan eus ar wazed-ze o deus heuilhet ac'hanomp, epad an holl amzer m'eo bet Jezuz o prezek er vro, adalek badeziant Yan, betek an de ma pignas en nenv, hag a vezo test ganimp eo zavet eus a varo da veo. »

Kinniget e oe daou, Joseph Barsabas, lezhanvet ar Just, ha Mathias. Hag en eur beden, e lavarjont: « Otrou, c'houi hag a anave kalon pep-hini, diskouezet piou eus an daou-man ho peus dibabet da vont er plas chomet goullo, dre fallagriez Judas. »

Tennet e oe etreze, hag ar sort a gouezas war Mathias, a oe, en doare-ze, laket etouez an unnek abostol-all.

Da ze ar Pantekost, ar Spered-Santel a gargas Mathias eus e sklerijen hag eus e nerz, mes diês eo gouzout en petore bro ec'h eas an abostol neve d'embann ar C'hêlou mat.

Ar pez a ouveer hepken, hep mar ebet, eo e skuilhas e wad, dre garante evit e vestr, goude bezan roët d'ezan, epad meur a vla, e holl amzer, e holl nerz hag e holl ene.

Baronius a lavar e oe, da gentan, hanter-flastret e gorf a doliou mein, e oe staget goude-ze ouz ar groaz hag erfin dibennet.

------------------------


KENTEL

Red eo kenderc'hel da vevan en gras Doue

Kaout c'hoant da vont d'ar baradoz, n'eo netra; an holl o deve ar c'hoant-se. En em lakat en penn an hent da vont d'ar baradoz, n'eo netra : an holl, de pe de, a ra eur gammed bennak. Kenderc'hel da vale war hent ar baradoz, eno eman an diêsan, ken bresk ha m'eo kalon an don, ha ken skanv ha m'eo e spered. Ha koulskoude eun dra red eo; anez, n'eus silvidigez ebet.

« An neb a lak e zorn war lost an alar, eme Hon Zalver, hag a dro da zellet war e lerc'h, n'eo ket dîn da vont d'ar baradoz. »

Red eo derc'hel, ha penôs, nemet o tôl evez hag o pedi ?

I. — Red eo tol evez war gement benveg an eus roët Doue d'imp, evit e anaout, e garet hag e zerviji, abalamour ma c'hallomp gant ar benviou-ze, ober awechou labour fall.

Red eo tol evez war hon spered : arabad hen lezel da redek aman hag a-hont ; arabad heu lezel dibreder.

Red eo tol evez war hon c'halon. Mat eo he c'haout war an dorn, gant ma vezo an dorn-all warni. Arabad d'ar grouadurien kemer enni gwech ebet ar plas a enor; hennez zo da Zoue.

Didalve eo klask tol evez war ar spered ha war ar galon, ma lezer gant au daoulagad frankiz da welet pep tra, gant an dis-kouarn, frankiz da glevet pep tra; gant an teod, frankiz da lavaret pep tra; gant an daouarn hag an treid, frankiz da vont en pep lec'h, da gemer pep tra ha d'ober pep tra.

Red eo tol evez war ar vignoned fall a gaver war hent ar vue, «bleidi kri, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, hag a deuio davedoc'h, gant eur c'hroc'hen danvad war o c'hein ».

Red eo tol evez war an drouk-spered, tad ar gaou, ne glask nemet c'hoari troïou kamm d'an den, evit e jachan gantan d'an ifern.

II. — Tol evez 'zo mat; tol evez 'zo red; tôl evez n'eo ket trawalc'h; red eo ive pedi. Heb ar beden pemdeziek, ne gendalc'her ket !

Ar beden a zo d'ar c'hristen ar pez m'eo e zioueskel d'al lapous. An dioueskel a zo, mar karet, eur bec'h d'al lapous. mes eur bec'h int hag a gar dougen, abalamour ma talvezont d'ezan da zevel dreist fank ha pri an douar, dreist drez ha spern ar mene, etrezek an heol a vale en oabl glas ha splann an nenv Evel ma kar al lapous e ziouaskel, e tleomp karet ar beden; hi ive a dalvezo d'hon ene da zevel ha da nijal dreist hudurnez hag ankeniou ar bed-man, betek trôn an Otrou Doue.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica