retour à la page d'accueil |
pages 160, 161
Pages 160, 161
*******
Eizvet devez warn-ugent a viz C'houevrer
Benviou ar Basion
Ar c'hoareiz a zo savet en zonj eus ar yun kalet a reas Hon Zalver Jezuz-Krist, epad daou-ugent devez, arôk en em lakat da brezek e gelennadurez d'an dud.
Savet eo ive evit ober d'imp en em bourchas dre ar binijen, ha, dre eun dizro war boaniou Mab Doue, lidan, evel m'eo dleet, an deiou ar bla eus Pasion ha Rezureksion Salver ar bed.
An Iliz a oar nag a sklerijen hag a nerz a deu en hon eneou, pa garomp 'n em lakat a galon ganti war Basion Jezuz-Krist. Abalamour da ze, bep gwener eus ar c'hoareiz, e ra d'imp ober eur gammed bennak war an hent a ya eus mene Olivez da vene Kalvar.
D'ar gwener kentan, ec'h enor kurunen spern Hon Zalver.
D'an eil gwener, ar goaf a doullas e galon hag an tachou a doullas e zaouarn hag e dreid.
D'an trede, al lienach ma oe sebeliet enne korf maro-Hon Otrou.
D'ar pevare, e bemp gouli.
D'ar bempvet, e wad presius.
D'ar c'houec'hvet, seiz glac'har e Vamm benniget.
• • •
N'eo ket souezus e vefe bet dastumet, pisan ma oe gallet, benviou ar Basion, kemend-all a garante o devoa an Itron-Varia, ar merc'hed santel, an ebestel, Joseph Arimathi ha Nikodem evit an Otrou Krist.
An darn vrasan eus ar benviou-ze a zo chomet hep bezan peurzismantret gant ivinou an amzer.
Ar gurunen-spern, heb an drein, a zo en Pariz. Ar roue sant Louis a brenas anezi digant Yan Brienn, impalaer Konstantinopl, hag a reas sevel ar Chapel Zantel, eur pez labour dudius, evit he digemer.
An drein a zo rannet a-gle hag a-zeou. Iliz-veur Kastel-Pol he deus an enor da viret unan aneze; eun all a zo en Andria, en Itali, hag a deu ar beradou gwad, êt outan diouz penn Hon Zalver, da vezan beo, bep gwech ma koue Gwener ar Groaz de gouel ar Werc'hez, en miz meurz.
Ar goaf a zo miret etouez relegou diniver iliz Sant-Per, en Rom.
Eun tach a zo miret en Rom, eun all en Trev; eun all zo teuzet en kurunen impalaered an Hongri; eun all 'zo kollet en mor Venis.
Ar zaë hep gwri, a rannas ar zoudarded etreze, war vene Kalvar, a gouezas etre daouarn santez Helena, a roas anezi da iliz Trev, elec'h m'hen mirer c'hoaz en de a hirie.
Al lienen da zebelian a zo en Turin. Roue an Itali eo he ferc'hen.
Ar wir groaz a zo krenn dammou anezi en Rom hag en Pariz. En meur a barouz e zo bruzunou, ha gante e ve binniget ar bobl kristen, gwech an amzer.
***
An hevelep de, e rêr gouel sant Ruellin pe Rivelen, diskennet en Breiz gant sant Tual, e kerz ar VIet kantved, ha deut da vezan, war e lerc'h, abad hag eskob Landreger. Eun ti eus kêr Landreger a doug c'hoaz e hano.
--------
KENTEL
An devosion da Basion Hon Zalver
An devosion da Jezuz-Krist, en e Basion, a zo bet, a-viskoaz, unan eus an devosionou
karet ar muian gant ar zent.
Sant Pol a lavar d'imp ne fell d'ezan anaout netra nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist stag ouz ar groaz.
Sant Fransez Asis, dre e zevosion da Jezuz-Krist en e Basion, a veritas dougen war e gorf pemp gouli Hon Zalver. An holl zent a c'hourc'hemenne an devosion da Basion Jezuz-Krist, evel louzou mat eneb an dentasionou. ha netra n'hell hon lakat da garet an Otrou, kement hag ar gwel eus ar pez an eus teurvezet gouzanv dre garante evidomp. Petra c'helle d'ober, ha n'en deus ket grêt ?
Bezomp eta devot bras da Basion .lezuz-Krisl. Greomp hent ar groaz alïes, hag e keit ma heuilhfomp Mab Doue war hent ar C'halvar, hep mar ebet, e kresko en hon spered an heûz ouz ar pec'hed, penn-abeg da holl boaniou Mab an Den.
***
O ma Zalver, c'houi hag ho peus gouzanvet abalamour d'in, desket d'in ive gouzanv abalamour d'ac'h. Evit ma zilvidigez eo e c'houzanvet, mes hoc'h Abostol an eus lavaret d'in e vanke eun dra bennak d'ho Pasion, evit bezan talvoudek, hag e oa ma hini.
Roët d'in eta nerz awalc'h da bignal, gwech an amzer, ho kalvar, ha da unani ma fasion gant hoc'h hini, o c'houzanv ma foaniou hep en em glemm. Etouez pec'hejou an dud hag a zamm ac'hanoc'h, eman ma re. Er gwad-ze a redas diwar ar groaz d'an douar, beradaou a redas abalamour d'in. Poaniet on gant ar zonj-ze. Pardon eta, ma Jezuz, pardon !
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |