retour à la page d'accueil

pages 172, 173

Pages 172, 173

*******

Pevare devez a viz Meurz

SANT KASIMIR

Duk Lithuani (1458-1483)

Kasimir a vevas evel eun êl, e-mesk an enoriou hag ar pinvidigeziou. Genel a reas d'an 3 a viz here 1458. Eil mab oa da Gasimir III, roue ar Pologn, ha da Elizabeth a Autrich, merc'h an impalaer Albert.

E vamm a oa eur rouanez vat, a zavas en karante hag en doujanz Doue, ar c'houec'h pôtr hag ar c'houec'h merc'h an evoa roët d'ezi. Ar merc'hed a oe dimezet da brinsed Bavier, Sax ha Brandebourg. Ar mab henan a oe roue en Hongri. Tri-all a oe rouaned er Pologn, an eil goude egile; ar yaouankan a oe kardinal, arc'heskob Gnesen.

Kasimir a c'honezas kalz, en gouiziegez kouls hag en zantelez, gant kenteliou ar gouarnerien dispar a roas d'ezan e vamm.

Adalek e yaouankiz, e teuas da vezan enebour touet,. n'eo ket hepken d'ar pec'hed, mes zoken, da gement tra a wele ennan skeud ar pec'hed. Ne gare ket klevet drouk-prezeg endro d'ezan, hag e-unan n'hen grê gwech ebet. Dindan e zilhad kaer a brins e touge eur gouriz reun; yun a rê alïes ha skourjezan a rê e gorf betek ar gwad; beb an amzer, e tremene an noz pen-da-ben war ar c'halet, hag arôk an de, e veze e-tal dor an iliz o c'hedal digor hag e kleve kement oferen a vije lavaret.

Ar gwel eus poaniou Hon Zalver Jezuz-Krist a reas d'ezan, meur a wech, mont er-mêz anezan e-unan. Eun devosion dener an evoa evit ar Werc'hez Vari ha sevel a reas, en hec'h enor, eur c'han en latin, a lavare bemde hag a fellas d'ezan kaout war e galon, goude e varo. Pa oe digoret e ve, c'houec'h-ugent vla goude ma oa sebeliet ennan, e oe kavet e gori f'resk-beo, en e wiskamant zaei alaouret, hag ar paper bepred etre e zaouarn.

Labourât a reas, herve e c'halloud, da astenn ar gwir fe, ha da zizrei schismatiked ar Pologn. Lakat a reas e dad da zougenn eul lezen da zifenn oute sevel ilizou neve ha dresan ar re goz.

Ken trugarezus oa en kenver ar beorien, ma oa lez-hanvet tad ha difennour an dud reuzeudik. Miret a reas e werc'hded adalek e gavel betek ar be. War e glenved divezan, daoust da lavariou ar vedesined, e kavas gwell koll ar vue eget astenn anezi o terri e werc'hded.

Kasimir a varvas da bemp bla warn-ugent, en bleun e yaouankiz. E gorf a oe sebeliet en Wilna, hag eleiz a viraklou a c'hoarvezas e-tal e ve.

Eur plac'h vihan, douget warnezan gant he zad, a zavas eus a varo da veo. Tud dall a gavas ar sklerijen, tuds kamm ar c'herzed, tud klanv ar yec'hed.

Abalamour da ze, Leon X a lakas hano ar prins yaouank war roll mignoned an Otrou Doue, ha Poloniz a bed hag: a enor anezan evel patron o bro.

-------------------------

KENTEL

Lestr an ene

An den n'eman ket war an douar-man evit chom; n'eman nemet evit tremen. Porz ar baradoz, a wel o skedi en penn e veaj, eo ar pal an eus da dizout. Al lestr m'eo pignet warnan, evit ober hent, eo e gorf ; diouz ma ouveo e sturian, e touaro gantan, pe war drêz, war devennou ar baradoz, pe war ôchou euzus an ifern.

N'eo ket awalc'h kaout c'hoant da dizout porz an nenv evit en em gaout ennan; red eo ober an hent penn-da-benn, ha lakat evez da chom hep mont re a-zeou pe a-gle, pe da goll an amzer.

Evelse e rê ar zent; c'hoant en em gaout o devoa, hag en em gaout a rent. Pa yude avel an techou fall en gwerniou o lestr, pa veze tarziou eonennus mor ar bed o skei anezan a bep tu, pa venne o lestr mont da goll, e pedent, hag an avel foll a goueze; e yunent, hag al lestr a skanvae.

Darn a zo hag a gav mat pedi, ha ne gavont ket mat yun. Koulskoude, mar deo ar yun eo a vank, arabad kredi e c'hellfe ar pedennou ober ar vad a rafe ar yun. Da bep-hini eo en em anaout, ha da bep-hini eo bezan didrue outan e-unan. Gwell eo douaran war ôchou ar baradoz, gant eur c'horf kastizet, eget n'eo kouezan en puns an ifern, gant eur c'horf hag e ver bet re damantus outan.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica