retour à la page d'accueil |
pages 180, 181, 182
Pages 180, 181, 182
*******
Seizvet devez a viz Meurz
SANT THOMAS
Doktor eus an Iliz ha Patron an holl skoliou kristen (1226-1274)
Thomas Akin, enor ar bed kristen ha sklerijen an Iliz, a oa kar, dre e dud, da holl rouaned an Europ, kouls lavaret.
Genel a reas en Rocca-Secca, en rouantelez Napl. Da bemp bla, e oe laket etre daouarn menec'h Mene-Kasin, da zevel. Da dek vla, e oe kaset da skol-veur Napl; da c'houezek vla, e kemeras saë menec'h Urz sant Dominik, hag o c'houzout e teue e vamm d'ober d'ezan dilezel e vennad, ec'h eas en he rôk da Rom, hag ac'hane da Bariz. Mes daou eus e vreudeur a redas war e lerc'h hag a zigasas anezan d'ar gêr. E vamm a reas neuze ar pez ma c'hallas warnan, evit dont a benn, dre gaer pe dre heg, d'ober d'ezan diwiskan an dilhad manac'h a oa gantan. Mes ar pôtr ne blege ket. « Penôs, ma mamm, emezan, daoust ha war digare ma karin muioc'h an Otrou Doue, e karin nebeutoc'h ac'hanoc'h ? »
E vreudeur, evit ober d'ezan senti, a zerras anezan en kambr ven tour ar maner, hag eun devez, zoken, e lakejont eur plac'h fall da vont d'e douelli. Thomas a reas d'ar pez divergont-se bale buhan diwar e dro, o redek war he lerc'h gant eur c'hef-tan. Dal ma oa et e-kuit, e kouezas war bennou e zaoulin hag e adneveas al le an evoa grêt, diagent, d'en em rei da Zoue, korf hag ene.
Epad ar beden-ze, êle an nenv a deuas en e brizon da lakat endro d'e ziou-c'hroazel gouriz ar c'hlanded, hag adalek neuze, n'en devoe mui da stourm ouz ar c'hig hag e oe evel eun êl o vevan en eur c'horf dinam.
Goude e vamm hag e vreudeur, e oe tro e c'hoarezed. Ar re-man a gomzas ive, evit gonit netra. Hen eo an hini a c'honeas unan aneze, a 'n em reas leanez; diou-all a gemeras true outan, o welet anezan dalc'het keit-all dindan alc'houe, hag hen diskennas eus prenestr e brizon, epad an noz, en eur baner.
Menec'h sant Dominik a zigemeras anezan en o divrec'h, e traou an tour, hag a gasas anezan gante. Er bla 1245, e oa en Kologn, er skol gant Albert ar Bras. E vignoned, o welet pegen sioul e veze, a lezhanvas anezan « ejen mut Sisil. »
Mes Albert a deuas abred d'anaout pebez danve den a oa en Thomas. « Ni a lezhanv ar pôtr-man eun ejen mut, emezan, mes, en gwirione, e vlejadennou a dregerno kement, eun de da zont, ma vefont klevet dre ar bed holl. » Tri bla goude, e oa gwelet dija al lavar-ze o tont da wir, rak er bla 1248, Thomas, daou vla warn-ugent hepken d'ezan, a oe karget d'ober skol en Kologn. Prest goude, e kerneras renk etouez an doktored hag e kelennas eu Pariz, en Rom, en Bologn hag en Napl.
Nac'h a reas bezan arc'heskob en Napl. Mervel a reas, (1274) eu manati Fosso Nuova, er c'houlz ma oa o vont da Gonsil Lyon.
Sant Thomas eo kaeran spered den a vevas war an douar, abaoue m'eo pignet Jezuz-Krist en nenv. Kement tra a c'hoanta gouzout an dud fur ha kristen, a zo renket en e skridou. « Ar re a heuilh e gelennadurez, eme ar pab Innosant VI, n'emaent ket pell diouz an hent mat, ha kement hini a'nem zav en hec'h eneb a zo tost d'ar gaou. »
Sant Thomas a oa, daoust da ze, dilorc'husan den a c'helljed kaout. N'en em lake kammed dreist ar re-all; ne lavare kammed eur gomz dismegansus evit eun all; ne vije, kammed, neventi ebet en e gelennadurez, a ziazeze bepred war ar Skritur-Sakr, war lavariou pabed, sent ha doktored an Iliz ha tud fur an amzer goz.
E zevosion da Jezuz-Krist o chom, noz-de, war an ôter, dre garante evidomp, a reas d'ezan sevel ofis dudius ar Zakramant, meulet ra vezo.
Abalamour d'ar c'hoant an evoa da zeski, ha d'an aked an evoa da rannan e zeskadurez endro d'ezan goude-ze, Leon XIII, dre eul lizer-meur embannet dre ar bed holl, an eus e hanvet da batron an holl skoliou kristen.
----------------------
KENTEL
An Iliz hag an deskadurez
An Iliz he deus kavet, karet, miret, kresket ha ledet an deskadurez.
I. — An Iliz he deus kavet an deskadurez endro d'he c'havel :
Etouez ar Judevien, e oa kelennourien hag a oa desket; etouez ar Gresianed, e oa doktored hag a oa desket; etouez an Italianed, e-oa skrivanerien hag a oa desket; etouez ar C'helted, e oa drouized hag a oa desket.
Jezuz-Krist a zo ganet hag an eus bevet en eun amzer hag e oa deskadurez etouez an dud.
II. — An Iliz he deus kavet an deskadurez war he hent hag he deus karet anezi. An deskadurez a ra vad; an deskadurez, evel ar relijion, a deu digant, Doue, lezhanvet, gant ar Skritur-Sakr, Tad an holl deskadureziou. An deskadurez a zigor hent d'ar relijion : rewir eo ar pez a lavare Bacon : « Nebeut a zeskadurez a bella diouz Doue, hag eleiz a dosta. >>
III. — An Iliz he deus miret an deskadurez. Pa oe dismantret, gant an tân-gwall ha gant an Turked, Alexandri ha Konstantinopl, kêriou bras an deskadurez, en amzer goz, piou, nemet an Iliz, a deuas a benn da zovetât eun dra bennak eus ar skridou talvoudek a oa dasturnet er c'hêriou-ze ? Piou nemet ar venec'h, o deus kemeret amzer ha poan, arôk ma ouied moullan, da zevel skridou neve ha da neveât ar re goz ?
IV. — An Iliz he deus kresket an deskadurez. Ar veleien, gant o sklerijen, eo o deus kaeraet, ar muian, sklerijen ar bed.
V. — An Iliz. dreisl-oll, he deus ledet an deskadurez. Epad c'houezek kant vla e oe hec'h-unan o sevel skoliou, hag ar bobl n'en devoe ken mestrez-skol nemeti.
En amzer-man ive, brasan preder an eskibien eo ar skoliou :
« Savomp tier-skol, emeze. Ar vugale o devo bet deskadurez kristen en tier-ze a zavo ilizou divezatoc'h. Da betra sevel ilizou neve, ma n'eus ket a skoliou mat ? Ar skoliou a dremen arôk an ilizou. »
Tadou ha mammou, kemeret preder gant ar skol; roët deskadurez d'ho pugale.
Gwell eo deski mabig bihan
Eget dastum danve d'ezan.
Mes roët d'eze eun deskadurez gristen. War-lerc'h eun deskadurez dizoue, n'eus nemet gouelvan er bed-man, daerou ha skrignadeg-dent er bed-all.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |