retour à la page d'accueil

pages 186; 187, 188

Pages 186, 187, 188

*******

Navet devez a viz Meurz

SANTE FRANSEZA

(1384-1440)

****


Franseza a c'hanas en kêr Rom, a dud vras ha pinvidik, hag a roas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Nebeut a van a rê ouz c'hoariou ha braoigou ar bed. hag e dudi oa 'n em gaout hec'h-unan da c'hallout pedi Doue a greiz he c'halon.

Da unnek vla, e c'hoantaas mont da leanez, mes evit senti ouz he c'herent, e timezas da Laurans Ponziani, eun den yaouank nobl ha pinvidik. N'en em droas biskoaz gant ar goueliou hag ar prejou, evel an dud-all eus he renk, n'ho deus ken preder nemet gant an treo-ze, eleiz aneze. Gwisket e veze bepred gant dilhad dister, hag an amzer a c'halle diouered, goude bezan roët d'he ziegez ar pez a oa dleet, ac'h implie evit mad an nesan. Eleiz a itronezed eus kêr Rom, troet, betek neuze, da ren eur vue skanv ha dibreder, a deuas ,da gemer skouer warnezi.

Sevel a reas gante, (1433), d'ar c'houlz ma oa c'hoaz beo he fried, eun Urz c'hoarezed, dindan reolen sant Beneat. Evit mont ennan, ne oa le ebet d'ober. Nebeut goude, roue Napl a zailhas war gêr Rom. Laurans Ponziani a oe harluet hag e vadou laeret. Franseza a c'houzanvas ar c'hollou-ze gant eun nerz-kalon dispar, a rê d'ezi lavaret, evel gwechall an den santel Job : « An Otrou an eus o roët, an Otrou an eus o lemet; ra vezo hano an Otrou binniget ! »

Da varo he gwaz, Franseza he devoa daou via ha hanter-kant. Da ouel sant Beneat war-lerc'h, e kuitaas he zi hag ec'h eas da vanati hec'h Urz, diarc'hen, eur gorden endro d'he goug, hag o vezan en em dôlet d'an douar dirak he c'hoarezed, e pedas aneze, an daerou en he daoulagad, da gaout ar vadelez d'he digemer en o zouez.

Eur wech roët d'ezi he goulenn, daoust m'oa mamm an holl, ne c'hoantaas ket bezan laket en karg. Diskouez a rê, dre he c'homzou ha dre hec'h oberou, an nebeut a stad a rê anezi hec'h-unan. A-wech ou, e veze gwelet o tont en kêr, eur zamm keuneud war he c'hein, pe war gein eun azen, hag ec'h ee gante d'ober vad d'ar beorien, o dije diganti aluzennou-all ouspen.

Ober a rê tro an hospitaliou, o rei o mezur da gorfou ha da eneou an dud klanv a veze enne. Kastizan rê he c'horf o yun a voed, a gousked, hag o c'houzanv ar gourizou-reun hag ar skourjezou. Eur pred bemde a gemere. Ne rê netra hep goulenn kuzul ouz he c'hovezour, hag abalamour da ze, evit senti outan, a-wechou e vihannae he finijennou. Pa zonje 'barz Pasion Hon Zalver Jezuz-Krist, e veze ken glac'haret, ma venne mervel gant ar rann-galon. A-wechou ive, dreist-oll, goude ma veze bet o taoulinan ouz tol ar Zakramant, e chôme pennadou mat hep flach, en doare ebet, beuzet ma veze a-grenn he spered, epad an amzer-ze, en dudiou ar baradoz.

An droug-êl a glaskas, en meur a c'hiz, ober d'ezi diskenn eus skeul ar zantelez; mes Franseza a deue a benn, bep tol, da rei lamm d'hec'h enebour, gant skoazel hec'h êle mat, a wele alïes en he c'hichen.

Eun devez, e oa ganti eur c'houlaouen venniget, Satan he c'hemeras, he stlapas d'an douar hag he bruzunas.

- Perak, emezi, e ret kement-se ?

- Abalamour, emezan, bennoziou an Iliz a zisplij d'in meurbed !

Parean rê ar re glanv. Lakat a reas ar vue da zizrei en eur c'hrouadur a oa maro hep badeziant. Anaout a rê meur a dra eus an amzer da zont, ha lenn a rê er c'halonou an treo kuzet.

Erfin, gonezet he c'hurunen ganti en nenv, ha brudet he zantelez etouez an dud, e pignas da varadoz an Otrou Doue, pa oa o ren he c'houec'hvet blavez ha hanter-kant.

Ar pab Pol V a lakas he hano war roll ar zent.

------------------


KENTEL

An drouk-êle


Darn eus an êle a gouezas, ha Doue a gastizas o fec'hed, o stlepel aneze en tenvalijen an ifern, elec'h rn'int stag, evel a lavar sant Jud (1), gant chadennou hag a bado da viken.

Pardon ebet n'o deus da gaout, abalamour m'o deus faziet, hep kaout digare ebet d'hen ober, pa ne oa netra endro d'eze ouz o dougen d'an droug. Kas o deus ouz Doue hag ouz an dud, a zo laket, en eur c'hiz, uheloc'h evite, dre ma teurvezas gant Jezuz-Krist en em ober den.

Ne glaskont nemet eun dra : kreski, dre ar bed, niver ar pec'hejou. « Bezan hon deus da stourm, eme sant Pol, (2) n'eo ket, hepken, ouz enebourien grêt eveldomp, gant kig hag eskern, mes ouz mistri an denvalijen, ouz ar sperejou fallakr. »

Brasoc'h eo bet galloud an drouk-spered evit n'eo mui. Gwechall, n'eo ket, hepken, ouz eneou an dud en em gemere, mes zoken ouz ar c'horfou, ar pez ne ra ket kement ken, a drugare Doue.

Stlejan rc aneze a-gle hag a-zeou ; mont ha chom a rê enne. Jezuz-Krilst a ziboanias eleiz a dud evelse, a oa o c'horfou perc'hennet gant an drouk-sperejou.

Ar gristenien, gant o zreo binniget, o laka da dec'hel. Lakomp eta us d'hon mêziou kroaz vinniget Hon Zalver. Miromp en hon zier dour binniget, goulou binniget ha bodou binniget. Dougomp warnomp, noz-de, skapular ar Werc'hez, hag en em erbedomp alïes ouz non êle mat.


(1) Vet p. 6et k. eus e lizer.
(2) Eph. VIet p. 12et k.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica