retour à la page d'accueil |
pages 204, 205, 206
Pages 204, 205, 206
*******
C'houezekvet devez a viz Meurz
Ar Gwad presius
An Otrou sant Per a lavare d'ar gristenien : « N'eo-ket gant aour ha gant arc'hant, treo hag a vergl hag a deûz, oc'h bet dasprenet, mes gant gwad presius Hon Zalver Jezuz-Krist, an Oan digailhar, disi ha dinam. »
Hon Mamm zantel an Iliz a fell d'ezi e vefe ar gentelze war dasprenedigez an holl dud gant gwad presius Mab Doue, dalc'h-mat dirak hon daoulagad, hag abalamour da ze, e ra goueliou eleiz, en enor da Basion ha da varo Hon Otrou. Bezan he deus daou zevez : unan er goanv, d'ar bevare gwener eus ar c'hoareiz, eun all en hanv, d'ar zul kentan a viz gouere, gwestlet d'enori ar gwad a skuilhas ar C'hrist evit silvidigez an dud.
En amzer goz, e oa ar c'hiz da lakat ' us d'an ôter vras, en gwer a liou, an dôlen eus Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, evit digas sonj d'an dud eus sakrifis ar groaz, a neveaer bemde war an ôter, epad an oferen.
Dre holl, hag a-viskoaz, ar gristenien o deus enoret gwad Hon Zalver. Lec'hiou 'zo, koulskoude, hag eo enoret muioc'h enne evit el lec'hiou-all, al lec'hiou ma zo enne tamm pe damm eus relegou ar Basion.
Setu ar pez a c'hoarve, dreist-oll, en Andria, kêr a 30.000 den, demdost da Napl. Eno e virer eun dren eus ar gurunen-spern, roët gant sant Loeiz, roue Frans, d'e vreur Charlez roue Napl. Heman hen roas da eskob Audria, hen serras, evel eun tenzor, en e iliz-veur.
An dren-ze a zo en e veg eun nebeut pikadennou brun, gwad diouz penn Hon Zalver deut da zizec'han gant an amzer. Hogen, bep gwech ma koue Gwener ar Groaz da genver gouel ar bemp warn-ugent a viz meurz, ar pikadennou-ze a deu da ruzian evel gwad neve skuilhet.
Skridou gouiziek, miret gant evez vras en eskopti Andria, a zo enne an testeni e tigouezas ar burzud-ze, er blaveziou 1633, 1644, 1701, 1712, 1864 ha 1910.
Setu penôs e c'hoarvezas er bla 1910.
An ôtrou Staïti di Brancaleone, eskob Andria, a vodas en e balez, d'an 10 a viz gouere 1909, pennou-bras kêr, ugent aneze, a oa en o zouez meur a zen dife; dispakan reas dirake an dren santel, hag eur wech m'o devoe sellet piz outan, e oe laket adarre en e gloc'h gwer, klozet warnan gant seiennou ru, ha siellet gant siell al Lez-Varn ha hini an Eskopti, en hevelep doare ma n'heller ket kregi en dren santel, anez terri ar zeien pe ar weren.
D'ar 25 a viz meurz 1910, an ôtrou Staïti a roas da welet, en e iliz-veur, e oa bepred ar siellou en o fez, ha ne oa ket bet eta digoret ar relegouer, abaoue an 10 a viz gouere eus ar bla tremenet.
Ar pedennou a gomansas, renet gant an Otrou 'n Eskob e-unan. Dre ma tostae an abardê, birvidikoc'h e pignent etrezek an nenv. Mes ar burzud ne c'hoarvezas ket. Ailhoned Andria a oa lorc'h enne.
Da c'houec'h heur hanter diouz an noz, e oe serret an iliz. An Otrou 'n Eskob, arôk lezel ar bobl da vont er-mêz, a c'hourc'hemennas d'ezan kenderc'hel da bedi ha da c'houlenn pardon ouz Doue eus ar pec'hejou a vire, marvat, ouz ar mirakl da c'hoarvezout.
An de war-lerc'h, e keit ma oa ar beleg o sevel ar Gloria in excelsis Deo, an dren santel a ruzias; raktal, pennou-bras kêr a dostaas outan, ha goude bezan gwelet ar burzud ha touet lavaret ar wirione, e trojont ouz ar bobl, an eil goude egile, da lavaret e oa 'n em gavet ar mirakl : ar gwad, tro-war-dro d'an dren, a oa deut da vezan fresk-beo.
Eur prosesion bras a oe grêt en enor d'an dren santel, hag ouspen triugent mil den a ziredas da Andria da drugarekât Doue ha da ganan gloar ha meuleudi d'e wad presius.
Kentan gwech ma tle ar burzud-man en em gaout adarre, eo d'ar 27 a viz meurz 1921.
----------------------
KENTEL
Tridal ha krenan
O ma Zalver binniget, ar gwel eus ar gwad ho peus skuilhet evidon a ra d'am c'halon tridal ha krenan !
Ober a ra d'am c'halon tridal, rak anaout a ran, dre eno, ho karante em c'henver; eun daken dour hepken, kouezet eus ho taoulagad, a oa awalc'h evit gwalc'hi holl bec'hejou ar bed, hag eo ho kwad, betek an divezan berad, eo ho peus c'hoantaet skuilh !
Ar gwel-ze a ra d'am c'halon krenan, rak goulennet e vezo kont diganin, eun de, eus ho kwad, o ma Jezuz !
Gouzanvet ho peus kement, dre garante evidon, ha me ne garan gouzanv netra evidoc'h !
Ma bue a astenn bemde, ha ne ran netra, kouls lavaret, evit
silvidigez ma ene, a zo koustet ken ker d'ac'h. Roët d'in ar c'hras da bignal, beb an amzer, war ho kalvar, ha da unani ma foaniou gant ho re. Grêt, o
ma Zalver, ma rin ha ma c'houzanvin eun dra bennak evidoc'h, c'houi hag ho peus grêt pep tra ha gouzanvet pep tra evidon !
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |