retour à la page d'accueil

pages 228, 229

Pages 228, 229

*******

C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Meurz

SANT LUDJER

Kentan Eskob Munster

-------


Ludjer, skolaet gant daou veleg, gant Gregor, abad Sant-Yan Utrecht, eur zant, ha gant Alcuin, kelenner bras York, eun doktor, a oe e-unan eur beleg, eur zant hag eun doktor.

Goude bezan prezeget ar fe, epad seiz vla, er Friz, etouez e genvroïz, en devoe an dristidigez, pa oa e had o tiwan, da welet eur bagad Sôzon goue o sailhat war e vro hag o tismantr, dre an tan hag ar c'hleze, kement tra en devoa grêt.

Neuze ec'h eas da Rom hag e vevas tri bla en manati Mene-Kasin. Pa gouezas ar Friz etre daouarn Charlemagn, an impalaer hen galvas da vont er vro neve gonezet gantan, da ziazezan enni rouantelez Jezuz-Krist.

Senti a reas, ha dreist-muzul eo ar vad a reas. Pa deuas, dre hirr amzer, Charlemagn a benn eus ar Zôzon, e c'hoantaas e vije Ludjer adarre o abostol, hag e reas e henvel kentan eskob Munster.

Dre gement lec'h ma tremene, e save ilizou. Etouez ar vugale a gatekize, e klaske ar re speredekan hag ar re furan, hag e rene aneze war hent ar velegiaj. Madoberus, distag diouz pep tra, evit gallout karet Doue dreist pep tra, e tole e zanve en barlen ar beorien. E vadelez a oa dispar, ar pez ne vire ket outan da vezan enebour touet kement hini a glaske noazout ouz gwiriou an Iliz.

E c'halloud a oa dreist hini an den, ar pez a verke d'an holl e oa Doue a-du gantan. Kerzet a rê eus an eil keriaden d'eben, o prezek en pep-hini aneze. Eun devez e oe digaset d'ezan eun den dall, e hano Bernlef, karet meurbed gant e genvroïz, abalamour ma ouie kanan gwerziou an amzer goz, komzou enne eus brezeliou ar rouaned gwechall.

Ar zant a reas d'ezan dizrei an de war-lerc'h, ha goude bezan grêt d'ezan kovez, e reas sin ar groaz war e zaoulagad hag e c'houlennas outan ha gwelet a rê eun dra bennak.

An den dall a welas da gentan dorn an eskob, ar gwe ha toennou an tier, hag en em dôlas da drugarekât e vadoberour.

« Trugarekaet kentoc'h an Otrou Doue, eme ar zant, rak hen eo en deus roët d'ac'h ar gweled, hen hag a zo e c'houlou o sklerijenni ar bed. »

Bernlef a deuas da vezan unan eus diskibien Ludjer. Heuilh a reas anezan, hag evit skanvât e zamm, e vadeze ar baganed hag e kane d'eze ar psalmou.

Ar burzud-ze hag eleiz a re-all a zigoras o daoulagad d'an dud hag a reas da eleiz en em drei war ar relijion gristen.

Goude bezan labouret hep damant ebet, e koueas klanv en Billerbult. Goulenn a reas ma vije kaset e relegou da Werden, elec'h ma oa ti e venec'h. Mervel a reas d'ar 26 a viz meurz 819.

Ar burzudou niverus c'hoarvezet eno e-tal e ve a roas da anaout skler, d'ar boblou tro-war-dro, e oa kurunet o abostol, gant eur gurunen a c'hened, en baradoz an Otrou Doue.

----------------------


KENTEL

Hennez a zo eun den chentil !


Darn a zo, ha pa c'hellont lavaret eus eun all hag en deus galloud warneze : « Oh! hennez a zo eun den chentil ! » a gred bezan grêt anezan ar brasan meuleudi, ha pa zellfer piz, o deus grêt ar brasan tamall a oufent d'ober eus eun den. Rak petra eo bezan chentil, evit an darn vrasan eus an dud ?

Bezan chentil a zo lezel pep-hini libr d'ober ar pez a gar. Ha me lavar, me, eun den hag a zo ennan ar pleg-ze, en deus eur galon gri ha nan eur galon vat; evelse, eun tad hag a wel e vab o 'n em rei da evan ha ne ra netra evit hen diarben a zo eun tad fall; eur vam hag a wel he merc'h o 'n em rei d'an ebad ha ne ra netra evit he diarben a zo eur vamm fall; eur penn-tiegez hag a wel e zervijerien o fouetan kement a c'honezont, ha ne ra netra evit o diarben, a zo eur penn-tiegez fall. Mat eo bezan mat; bezan re vat 'zo fall.

Kavet e ve eus an dud-ze, koulskoude, ha muioc'h en amzer-man, zoken, eget biskoaz, ha n'emaent en penn an tiegeziou nemet dre an droug a lezont ober enne.

Kavet e ve tiegeziou, hag ar pez a fell d'ar vugale eo a ve grêt ha nan ar pez a fell d'ar gerent; kavet e ve tiegeziou hag ar pez a fell d'ar zervijerien eo a ve grêt ha nan ar pez a fell d'ar vistri. Kavet e ve pennou-tiegez hag a ra pep tra war-dro ar re a zo dindanne, nemet gourc'hemenn d'eze. Tiegeziou hag eman kont gante evelse a zo tiegeziou o vont war o fenn d'an traou.

Ar gwellan pennou-tiegez eo ar re a oar ober d'ar re a zo dindanne chom en o renk. Pa ve pep tra en e renk, e ve urz; n'eus nemet an dud a urz hag a vefe tud vat; n'eus nemet an dud a urz hag a vefe tud chentil; ha n'eus nemet an dud a oar senti hag a ouezo gourc'hemenn,

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica