retour à la page d'accueil

pages 234, 235, 236

Pages 234, 235, 236

*******

Navet devez warn-ugent a viz Meurz

SANT EUSTAS

Abad Luxenil (***-625)

---------


Estas a oe ganet er Bourgogn, hag a oe unan eus ar vugale vrudetan a zavas, er c'horn-douar-ze, d'ar Frans ha d'an Iliz. Savet e oe gant sant Kolomban, abad Luxeuil. Pa reas ar rouanez Brunehault hag he mab-bihan Thierry, da Golomban mont eus o rouantelez, war zigare ma rebeche d'eze an dizurziou a rene en o lez, Eustas a gemeras e garg hag a welas, en e amzer, betek 600 manac'h o vevan en Luxeuil.

Kement e verve ar gwad en e galon, dre garante evit an Otrou Doue, ma ne oa ket evit miret da gemer preder gant ene kement hini a 'n em gave gantan. E deneredigez a reas d'ezan en em drei, dreist-oll, warzu ar bec'herien, e rê diouz o c'hennerzi hag o frealzi gant e gomzou mat.

Ar zant a ziskouezas, dreist-oll, e furnez, en afer en devoe gant Agrestius, unan eus e venec'h. An den-man, goude bezan bet sekretour ar roue Thierry, a oa en em dennet en manati Luxeuil. Eun de, e c'houlennas ouz Eustas ôtre da vont da brezek an Aviel er broiou dife. An abad santel, o c'houzout ne oa ket barrek awalc'h d'ober al la-bour-ze, a c'hoantaas e zizrei, mes Agrestius a oa ken pennek ma oe red e lezel da vont da heul e zorc'hen.

Eur pennad goude e tizroe, hag elec'h bezan grêt vad endro d'ezan, en devoa digoret e spered da eleiz a c'hevier a c'hoantaas silan etouez ar venec'h, e vreudeur.

An abad a reas d'ezan rei peuc'h.

Neuze, ar fals-manac'h a 'n em lakas da zrouk-prezek diwar-benn lezennou sant Kolomban. Ar guden a deuas da luian kement, ma oe red bodan eur c'honsil, en Makon, d'he diluian.

Eno, Eustas a zispennas, an eil goude egile, holl lavariou Agrestius, hag e c'halvas anezan da vont, a-benn eur bla, dirak lez-varn an Otrou Doue, da respont eus an dismegans en devoa klasket teuler war sant Kolomban.

Abarz eur bla, Agrestius hag e vignoned a oa et holl dirak o barner.

Eustas, war e gozni, a roas an dilez eus e garg, evit gallout lakat e holl amzer gant ar bed-all.

Goude eur c'hlenved hirr ha tenn, e roas e ene da Zoue, d'an 29 a viz meurz 625. Darn eus e relegou a virer c'hoaz en Flavigny.

----------------

KENTEL

An drouk-prezegerez

An neb a lemfe an drouk-prezegerez eus ar bed, eme sant Fransez a Zal (1), a lemfe mammen an darn vrasan eus ar pec'hejou.

An neb a lem, hep dlgare, e vrud vat digant an nesan, ouspen ma tle kovez c bec'hed, a dle dic'haouan, rak den n'hell mont d'ar baradoz gant madou laeret, hag etouez madou an nesan, ar vrud vat da gentan.

An neb a zrouk-prezek hag an neb a selaou drouk-prezek, eme sanl Bernard, eman an diaoul enne o-daou; en unan, eman en e deod, en egile, eman en e skouarn.

Sant Augustin, an doktor bras, en devoa en e di eur skritell, a wel d'an holl, e oa warni ar c'homzou-man :

Mar teuez aman, drouk-prezeger, 

Prenn mat da veg, pe kerz d'ar gêr !

Ho pedi hag hoc'h aspedi a ran eta da chom hep drouk-prezek eus ho nesan en doare ebet; na damallet ket d'ezan pec'hejou ha n'en deus ket grêt; na zizoloet ket ar re an eus grêt hag a zo kuzet; na gresket ket ar re a zo anavezet.

Na lavaret ket : « Hen-ha-hen a zo eur mevier, » war digare m'ho peus e welet meo eur wech; na : « Hen-ha-hen a zo eur gwall-den, » war digare m'ho peus gwelet droug ennan eur wech; kaout eur mank n'eo ket kaout eun tech eo.

Ha goude ma vefe bet eun den pec'her epad pell amzer, e c'heller fazian o rei al lezhano-ze d'ezan.

Simon al lor a lavare e oa Mari-Madalen eur bec'herez, abalamour m'oa bet gwechall; gaou a lavare, rak dizroet oa war an hent  mat, ha Jezuz-Krist a zifennas ar benitantez santel eneb ar gwall-deodou.

***

Mes war digare 'n em ziwall diouz an drouk-prezegerez, arabad eo meuli an droug; red eo kaout abeg en treo, pa ve dleet kaout abeg enne.

N'eus nemet eur rumm pec'herien hag e c'heller kornz aneze heb aon, hag eo enebourieu touet an Otrou Doue hag an Iliz; ar re-ze a renker embann o zroiou kamm, uhellan ha pellan m'heller : ar garante a die ober d'imp huchal war ar bleiz, n'eus forz pelec'h eman, pa glask sailhat war an denved.

 -----------------


(1) Ar Vue devot, XXIXet pennad
.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica