pages 243, 244, 245
Pages 243, 244, 245
*******
Kentan devez a viz Ebrel
SANT HUG
Eskob Grenobl (1053-1132)
Hug a deuas er bed en Kastel-Neve Iser, diou leo diouz Valans, er bla 1053. Ober a reas e studi gant enor en Valans, da gentan, hag en Pariz goude. Eskob Valans, oc'h anaout e dalvoudegez, e hanvas da chaloni eus e iliz-veur, ha da varo eskob Grenobl (1080), daoust ma n'en devoa nemet seiz vla warn-ugent, e oe kavet mat da gemer e blas. Gregor VII, e-unan, e zakras eskob.
Digoueet en e eskopti, Hug a gavas dre-oll ar freuz hag an dismantr. E veleien a oa hep santelez; e gristenien, hep anaoudegez eus ar pez a zo red da gredi ha d'ober evit bezan salvet. An droug-ze a oa deut dre m'o devoa tudjentil vras ar vro laket o c'hraban war an Iliz, ha ma werzent ar c'hargou enni d'ar re a lake ar muian enne.
Goude bezan labouret epad daou vla, o welet ne wellae netra endro d'ezan, e kollas kalon hag en em dennas en eur manati eus a Urz sant Beneat. Pa glevas Gregor VII ar pez en devoa grêt, e roas urz d'ezan da zizrei raktal d'e eskopti. Senti a reas; eur bla oa bet er-mêz eus e eskopti, mes ar bla retred-ze an evoa kalonekaet ha santelaet anezan.
Tri bla goude, en devoe eun hunvre burzudus. Kaout a rê d'ezan gwelet an Otrou Doue o sevel eun ti d'ezan e-unan, en eul lec'h goue ha distro, ha seiz stereden o tiskouez an hent da vont d'e gaout. Prest goude, e welas seiz den, saut Bruno hag e vignoned, o tont davetan da c'houlenn eur plas da zevel eur manati. Hug a anavezas e oant ar seiz stereden en devoa gwelet en e hunvre hag e kasas aneze d'ar Chartreuz, elec'h ma savjont (1086) ar manati kaer a zo c'hoaz en e zav.
Brasan plijadur an eskob santel oa mont di, beb an amzer, da dremen eun nebeut deveziou. En em stagan rê kement ouz ar manati-ze ma renke a-wechou sant Bruno lavaret d'ezan : « Et da gaout ho tenved; ezom o deus ac'hanoc'h; roët d'eze ar pez o deus gwir da gaout diganac'h. »
Hag an eskob mat a zente ouz Bruno, evel ouz e vestr, ha p'en deveze tremenet eur pennad-all etouez e taobl, e teue d'en em grenvât adarre er beden hag er sioulder.
En e balez, Hug a rene eur vue ken striz hag an hini a rene er Chartreuz. Prezek a rê alïes, ha ne glaske ken en e gomzou nemet silvidigez an eneou. Pa ziskenne eus ar gador-zarmon, ec'h ee war eûn d'ar gador-govez, hag eno e ouele kement o klevet ar pec'hejou a veze anzavet outan, ma veze glebiet e zilhad gant e zaerou, ar pez a denerae ar bec'herien kaledetan.
Kement e kastize e zaoulagad, ma c'heller lavaret e oe eskob en Grenobl epad daou vla ha hanter-kant, hag a-vec'h mac'h anaveze eur wreg en e eskopti, diouz ne gwelet : .« Anez kastizan an daoulagad, emezan, n'ouzon ket penôs e c'heller padout da gaout eur spered glan, rak dreze, evel a lavar Jeremias, eo e ra ar maro e hent evit mont betek ar galon. »
An dud ezommek oa e vugale, ha rei a rê d'eze treo hag an ije ezom e-unan. En eur blavez kernez, e werzas e walen hag e galur aour evit gallout ober muioc'h a aluzen da beorien Grenobl.
Unan eus an oberou a drugare en em blije ar muian oc'h ober, oa lakat ar peuc'h etre an enebourien. Ne zelle nag ouz renk, nag ouz danv, nag ouz anaoudegez : ne zelle nemet ouz al lealded. Biskoaz ne zigemeras netra digant hini ebet eus ar re e glaske da varn o aferiou, rak ar goprou, emezan, a zall daoulagad ar barner.
Gant ober d'ar gristenien tostât alïes ouz sakramant ar binijen hag ouz sakramant an ôter, e lakas ar relijion da vleunian en e eskopti.
Er bla 1123, sant Bernard a deuas da C'hrenobl hag a welas sant Hug; adalek neuze e oent daou vignon eus ar re vrasan.
Hug eo a lakas sevel, dre skrid, ar gourc'hemennou en devoa roët Bruno, dre gomz, d'e venec'h, hag en doa-re-ze, e pourveas amzer da zont ar manati en devoa sikouret kement sevel. Mervel a reas d'an de kentan a viz ebrel 1132, d'ar gwener arôk Sul-Bleuniou; e gorf a chomas war ar varv-skaon betek ar meurz war-lerc'h. Sebeliet e oe en iliz an Itron-Varia, en Grenobl, ha Doue a vrudas e ve dre eleiz a viraklou.
Ar pab Innosant II e lakas war roll ar zent, d'an 22 a viz ebrel 1134, daou vla hepken goude e varo.
-----------------
KENTEL
Ar Peuc'h
Eun dra hag a zo gwir, ha gwiroc'h marteze, en amzer vreman eget biskoaz, eo o deus poan an dud o 'n em glevet, o 'n em ober, o 'n em gochan. Ne glever ken, a bep tu, nemet trouz etre priejou, etre kerent, etre amezeien !
Perak an dra-ze ?
Pep-hini a zo dallet gant ar garante re vras en deus evitan e-unan : gwelet a ra mankou ar re-all, ne wel ket e re e-unan; gwelet a ra eûrusted ar re-all, ne wel ket e hini e-unan; gwelet a ra e boaniou e-unan, ne wel ket poaniou ar re-all; gwelet a ra ar blouzen en lagad an nesan, ne wel ket an treust en e hini.
Eun devez, epad Gouel an Teltou, Jezuz a oa en Jeruzalem hag ar Pharizianed a zigasas dirakan eur wreg-dimezet, o devoa tapet oc'h ober an droug gant unan ha ne oa ket he fried. Lavaret a rejont da Jezuz : « Otrou, ar wreg-man he deus pec'het; Moyzez a lavar lazan a dôliou mein ar re a ra an droug he deus grêt, ha c'houi, petra lavaret ? »
Jezuz-Krist a welas e oant o klask touelli anezan. Plegan a reas ha skrivan war an douar gant e viz. Hag ar Judevien a c'houlennas eun eil gwech. Jezuz a zavas en e zav : « Mat, emezan, an hini ac'hanoc'h a zo didamall, n'en deus nemet stlap ganti ar men kentan. » Hag e soublas hag e skrivas adarre war an douar, hag ar Judevien, o welet ar pez a skrive, a yee kuit, an eil goude egile.
Herve ma lavar Tadou an Iliz, o fec'hejou eo a skrive war an trêz, hag ec'h eent kuit o welet e oant o-unan ken kablus hag an hini a damallent.
Ni ive, arôk en em glemm eus ar re-all, a dlefe diskenn en hon c'halon ha gwelet ha talvezout a reomp gwelloc'h.
Ma karfemp en em anaout non unan, e vefemp trugarezus en kenver hon nesan, ne vefemp ket dalc'h-mat o kaout abeg ennanhag o vroudan anezan.
Ma roomp d'ar re a ve war hon zro, nebeut a dra da c'houzanv, i, eus o zu, a deuio hag a raio kement a vezo en o galloud evit ober plijadur d'imp; ma faziomp eun dro bennak, e vefomp pardonet buhan; n'eo ket estimet hepken e vefomp, mes karet, ar pez a zo gwell.
Strisat al lezennou evidomp hon unan, hag o lôskât evit ar re-all, eo an doare gwellan d'en em gemer evit bevan en peuc'h en hon ziegez, en peuc'h en hon farouz, en peuc'h en hon bro, da c'hortoz bezan en peuc'h er baradoz.
*******
Evit komz war al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |