pages 263, 264, 265
Pages 263, 264, 265
*******
Eizvet devez a viz Ebrel
An den eürus Loeiz-Mari Grignion a Vontfort
Beleg (1673-1716)
Loeiz-Mari Grignion a c'hanas en Montfort, eur gêrig vihan eus eskopti Sant-Malo, d'an 31 a viz genver 1673. E dud, daoust ma n'o devoa ket kalz a beadra, 'a c'hellas e gas da Roazon d'ar skol gant Tadou Kompagnunez Jezuz, hag ac'hane, o vezan m'en devoa c'hoant bras da vont da veleg, ec'h eas da gloerdi Sant-Sulpis, da Bariz, da genderc'hel e studi.
D'ar 5 a vezeven 1700, e oe beleget. Tremen a reas abarde an de-ze ha darn eus an noz dirak ar zakramant, o c'hortoz, gant mall ha gant doujanz, an heur da lavaret e oferen gentan.
Arôk bezan beleg, en devoa diskouezet, meur a wech, kaout c'hoant da vont da brezek ar fe d'ar broiou pell : « Petra reomp-ni aman, a lavare alïes d'e gamaraded, e keit m'eman an eneou o vont da goll, a vilierou, en Indez hag er Japon ? »
Mes Doue e vire evit e vro, rak, siouaz, n'eo ket hepken er broiou pagan zo eneou o vont da goll, er broiou kristen zo ive.
A greiz e bedennou, en em lake da gomz, peb eil, ouz ar Vamm pe ouz ar Mab. Eur wech ma oa gantan eu aval, e kinnigas anezan ken koantik ha tra d'ar mabig bihan. Ar skeuden ven a deuas evel bue enni, hag ar Werc'hez, oc'h astenn he dorn, a zigemeras, gant eur mousc'hoarz tener, prof ar bugel dinam.
A nebeudou, e savas en kalon Hermanik c'hoant da vont da veleg. Gwasan oa, e gerent n'o devoa ket a êz d'e skola; a drugare Doue, e kavas dor-zigor en manati Steinfeld, hag en doare-ze e c'hellas ober e studi. Eur wech beleget, pa veze ouz an ôter, e veze muioc'h henvel ouz eun êl eget ouz eun den.
Hiniennou a gave si ennan dre ma lake kalz amzer da oferennan. Tud a zo hag a ve en ofisou, muioc'h evit heuih ar c'hiz eget evit heuilh o c'hreden; a zo ken berr o devosion ma kavont bepred re hirr an amzer a dremenont en iliz. N'eo ket souez, pa ne vezont enni nemet evel an azen hag an ejen a oa en kraou Bethléem, ne deu vad ebet en o ene, na diouz an ôter, na diouz an dôl zantel, mammennou ar vue, koulskoude, evit ar re a oar dioute.
Herman n'eo ket en doare-ze e c'hoarveze gantan; dre dostât ouz Jezuz-Krist, e teue da vezan eun eil Krist, ha ken arru mat e oa gant ar Werc'hez Vari, ma n'en deveze diganti nemet ar pez a gare.
E genvreudeur, o welet pegement a garante a oa etre Jezuz, Mari hag hen, a lezhanvas anezan Jozef. Doue a zigasas d'ezan eleiz a glenvejou a c'houzanvas gant pasianted hag a greskas gened e ene.
Eun devez, unan eus e vreudeur a lavaras d'ezan : « Evidoc'h c'houi, n'oc'h mat da netra nemet da zibri ! »
Herman-Jozef, elec'h bezan anwazet gant ar ger-ze, a zonjas n'en devoa lavaret nemet ar wirione.
E zilhad, nemet e vijent dereat, a oa bepred mat awalc'h evitan. « Epad meur a vla, eme skrivagner e vue, n'hon deus gwelet pez dilhad neve ebet gantan; gwell oa gantan dilhad koz, abalamour, emezan, ma oant skanvoc'h. »
War a lavarer, an Itron-Varia a zeskas d'ezan ar «Sub tuum», ar bedennig verr-ze en he enor, hag a zo breman anavezet gant an holl gristenien.
Mervel a reas er bla 1230.
-----------------
KENTEL
Doue o tont da vagan an den a ra d'ezan 'n em drei ennan hag a vev ennan
Jezuz-Krist a ra d'imp en em drei ennan hag a vev ennomp. Au treo a zebromp a 'n em dro ennomp. Pa zebromp Doue, ni a 'n em dro en Doue, abalamour an treo a 'n em dro bepred, ar re disteran ane, 'barz ar ve a zo an uhelan.
Hon c'horf, abalamour rn'eo eus uheloc'h danve evit ar pez a gemer, a dro aneze ennan; ar pez am eus debret a oa bara; eur wech debret, e tro en kig hag en gwad.
Herve al lezen-ze, hon ene, abalamour m'eo an disteran, a 'n em dro en Doue, pa dostaomp ouz an dôl zantel.
Ne baouezomp ket da vezan; chom a reomp er C'hrist, hag ar C'hrist a chom ennomp; mes Hen eo a vev hag a ro bue.
Sant Augustin, eur pec'her bras en penn kentan e amzer, nebeut goude m'oa distroet ouz Doue, goude bezan bet pellaet dioutan epad blaveziou kaeran e vue, a gleve o tont eus an tabernakl ar c'homzou-man : « Cibus sum grandium, cresce et manducabis me : Me eo magadurez an eneou bras, kresk hag e c'helli dibri ac'hanon, mes ne laki ket ac'hanon da drei ennout, evel magadurez da gorf, te eo a vezo troet ennon ! »
Traou zo, ha p'o c'hemeromp, a grog en hon c'horf. Pa gommunier, Jezuz-Krist a grog en hon ene, a laka hon bue da drei en e vue, a laka hon zonjou hag hon lavariou da vezan henvel ouz e re, hag a ra ar burzud a embanne an abostol sant Pol, pa lavare : « Bevan a ran, a gredan, nan n'eo ket me eo a vev, Jezuz-Krist eo a vev ennon : Vivo, jam non ego, vivit vero in me Christus !
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |