retour à la page d'accueil

pages 269, 270, 271

 

Pages 269, 270, 271, 272

*******

Unnekvet devez a viz Ebrel

Sant Leon ar Bras

Pab ha Doktor (440-461)

-------------


Ar pab Sixt III a varvas er bla 440. An Illiz a chomas eun devez ha daou-ugent hep pastor. Leon eo a oe hanvet, mes ne oa ket en Rom; et oa da Vro-C'hall da lakat an daou jeneral Aez hag Albinus d'en em glevet, evit ma vijent krenvoc'h da stourm ouz ar varbared. Eno eo en em gavas ar c'helou gantan. Dizrei a reas raktal d'e vro hag e genvroiz a reas d'ezan eun digemer dispar, d'an 29 a viz gwengolo 440.

Adalek ma oe azezet war Gador sant Per, n'eo ket labour a vankas d'ezan.

Bezan en devoe da stourm ouz heretiked, a glaske lazan gwriziou ar fe, hag ouz barbared a glaske dismantr kernent bro ma tôlent troad enni.

I

An heretiked, briz-kristenien, an dizurz en o spered pe en o c'halon, pe 'barz  an eil hag egile, a oa ganet asambles gant an Iliz hag a heuilhas anezi a-dreuz ar c'hantvejou, oc'h enebi outi, beb an amzer, hep gallout, tôl ebet, he diskar.

Herve Nestorius, en Jezuz-Krist e zo diou natur : natur Doue ha natur an den; ha daou bersonach, personach Doue ha personach ar C'hrist. Mari, Mamm ar C'hrist, n'eo ket eta Mamm da Zoue.

En Jezuz-Krist, eme Eutyches, n'eus nemet eun natur hag eur personach; Jezuz-Krist a zo Doue ha netra ken.

Nestorius a oe kondaonet en konsil Ephes (481).

Sant Leon eo a gondaonas Eutyches, dre eul lizer diwar-benn Mab Doue en em c'hrêt den, a oa ken kaer ha ken irez, ma n'helled e lakat kenver ha kenver gant netra nemet gant an Aviel.

Al lizer-ze a oe digemeret eus ar gwellan, gant ar c'houec'h kant eskob bodet en Kalsedoan (451), ha goude bezan klevet e lenn, e lavarjont : « Per en deus komzet dre c'henou Leon. »

II

Goude bezan deut a benn da drec'hi enebourien an diabarz, ar pab santel on devoe da stourm ouz enebourien an diavêz, ouz Attila hag ouz Jenserik.

Attila, roue an Hunned, lezhanvet Gwalen Doue, a zailhas war an Itali, gant eur bagad diniver a varbared kri ha goue; kemeret en devoa kêr Akile ha beuzet en devoa anezi er gwad hag en tan; laeret en devoa Milan; kelc'hiet en devoa Pavi. An impalaer Valantinian III hag e lez, tec'het eus Ravenn, a oa 'n em serret en Rom. Impalaer, senatourien, pobl hag all a oa spontet holl ha ne welent nemet unan goest da vezan o zalver : sant Léon.

Setu eta ma teuas d'e gaout eun nebeut eus pennou-kêr d'e bedi, en hano an holl, da vont da benn hent d'Attila ha da gomz evite. D'an II a vezeven 452, eun nebeut beleien en e rôk, daou senateur, Orienus ha Trigetius, unan a bep tu d'ezan, ar pab santel a guitaas Rom evit mont da dizarben ar varbared a gavas en kichen Mantou, war lez ar ster Mincio. Gwiskan a reas raktal e zilhad-iliz hag en em ziskouezas da Attila. Heman a zigemeras anezan gant doujanz hag a roas d'ezan e c'houlenn.

Ar varbared a oa souezet o welet o roue o plegan evel m'en devoa grêt, mes hen a respontas en devoa souzet, nan abalamour d'an hini a gomze outan, mes abalamour d'an hini a oa drek e gein, e zorn krog en e gleze noaz, hag a c'hourc'hemenne d'ezan ober ar pez a c'houlenne outan kannad ar Romaned.

Sant Per eo a oa evelse drek sant Leon, epad ma komze ouz Gwalen Doue.

Goude an tol kaer-ze, Leon a oe lezhanvet ar Bras gant ar Romaned.

Tri bla goude, Jenserik, roue ar Vandaled, grêt tro an Afrik, ar C'hors hag ar Sisil gantan, a dostae, d'e dro, da Rom gant eun arme vras. Ar strafuilh a zavas dre holl. Sant Leon en devoe kalon awalc'h adarre da vont da gaout ar roue barbar, ha, ma ne viras ket outan da laerez kêr, e viras outan, da vihanan, da lazan kêriz ha da zêvi o zier (455).

Sant Leon en deus lezet tri lizer ha seiz-ugent hag eur brezegen ha kant. Bezan e oa, hep mar ebet, ar brudetan den eus e amzer. Mervel a reas d'an 10 a viz du 461. D'an 11 a viz ebrel war-lerc'h, e oe chanchet plas d'e gorf, hag abalamour da ze, e ve grêt e ouel da genver an de-ze. Lezhanvet eo bet doktor an Inkarnasion.

------------------


KENTEL

Kement mad a deu war an douar a deu dre an Iliz

« Tra souezus, eme Vontesquieu, ar relijion gristen, hag a lavarfed n'he deve ken karg nemet hon lakat da dizout eürusted ar bed-all, a ra d'imp tizout hini ar bed-man, war ar marc'had. »

Ha re wir eo. Eienen ar binvidigez eo al labour. Hogen, piou en deus troet an dud war al labour, war labour ar spered ha war labour ar c'horf, ma n'eo ket an Iliz eo ?

Arôk m'oa deut Jezuz-Krist war an douar, ne gared ket al labour. Aristot ha Platon, an daou gaeran doktor a vevas etouez ar baganed, a lavare ne zeree ket ouz an den labourât.

Ar sklavour, evite, ne oa ket den, eur sklavour oa ha netra ken.

Mes Jezuz-Krist a zo deut, ha daoust d'ezan da vezan mab da Zoue, dre e dad, ha mab-bihan da roue, dre e vamm, eo bet falvezet gantan tremen e vue en ti-labour Jozef ar c'halvez, e dad-mager, hag en doare-ze, en deus santelaet al labour.

Diouz skouer o Mestr, ar gristenien a labouras, ha sant Pol a c'helle dija lavaret : « An neb ne labour ket ne dle ket dibri. »

Ar boblou pagan ha barbar gonezet d'ar fe, an Iliz o zroas war al labour, kenkouls war labour ar spered evel war labour ar c'horf, hag eu eur lakat he bugale da gemer ar pleg-ze, eo he deus laket aneze da vezan ar re binvidikan a zo war an douar.

Pa laker, en amzer-man, ar boblou kristen kenver-ouz-kenver gant ar boblou digristen, eo souezus gwelet pegeit a zo etreze : ar beorien, en Breiz-Izel, a zo bevet ha gwisket gwelloc'h evit rouaned broiou digristen a zo.

Jezuz-Krist eo an hent, hent eürusted ar bed-man kouls ha hent eürusted ar bed-all. Laket en deus etre daouarn an Iliz an holl boblou : omnes gentes; an holl gwirioneziou : quœcumque mandant vobis ; an holl amzeriou : omnibus diebus ; an holl galloudou : omnis potestas. Sentomp eta outi ; pignomp en bag Per, hag ec'h omp sur da vont war rôk ha da vezan da gentan evit treo ar bed-all, ha da gentan evit treo ar bed-man, war ar marc'had.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica